Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Romeg

Eus Wikipedia
Romeg
(Rromanes, Rromanì)
Perzhioù
Komzet e : dre ar bed a-bezh
Rannved :
Komzet gant : 1 500 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek

 Yezhoù indez-iranek
  Yezhoù indez-aryek
   Romeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 rom
ISO 639-3
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh indez-aryek eo ar romeg (romanes, romanì), komzet gant tro-dro da 1,5 milion a Romed ha sintad (jipsianed) dre ar bed a-bezh.

Genidik eus India eo ar yezh-mañ ha kar eo d'ar pandjabeg ha d'ar potwareg.

Meur a rannyezh zo :

  1. Vlac'heg (vlax) (Albania, Serbia, Montenegro, Bosnia-ha-Herzegovina, Hungaria, Roumania, Moldova, Ukraina, Aostria
  2. Romeg balkanek (Turkia, Gres, Bulgaria, Makedonia, Serbia, Montenegro, Roumania, Moldova hag Ukraina
  3. Romeg Kembre
  4. Romeg Finland
  5. Sinteg (Aostria, Kroatia, Republik Tchek, Frañs, Alamagn, Italia, an Izelvroioù, Polonia, Serbia, Montenegro, Slovenia ha Suis)
  6. Romeg karpatek (Republik Tchek, su Polonia, Slovakia, Hungaria, Roumania ha Ukraina)
  7. Romeg baltek (Estonia, Latvia, Lituania, norzh Polonia, Belarus, Ukraina ha Rusia)

Teir rannyezh zo ivez en Anatolia :

  1. Romeg rumelek (rumely) e Uskudar ; geriaoueg levezonet-don gant ar gresianeg
  2. Romeg anatolek ; geriaoueg levezonet-don gant an turkeg, ar c'hurdeg hag ar perseg
  3. Romaneg pochek (posha), komzet gant ar jipsianed genidik eus Armenia.

Statud ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anzavet ez-ofisiel eo ar romeg er Stadoù-mañ : Alamagn, Aostria, Bosnia-ha-Herzegovina, Colombia, Danmark, Finland, Hungaria, Kosovo, Montenegro, Makedonia an Norzh, Norvegia, Polonia, Roumania, Serbia, Slovakia ha Sveden.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]