Roquefort (keuz)
Neuz
Ur pennad Roquefort zo ivez.
Ar Roquefort zo ur c'heuz glas graet gant laezh-livrizh dañvadez, er Roergue en Okitania, en-dro da gêr vihan Ròcafòrt. Dont a ra e anv diwar stumm gallekaet an anv-mañ. Meneget eo ken pell hag an XIvet kantved. Un anvadur orin en deus abaoe 1925, un AOK abaoe 1979 hag un AOG abaoe 1996. Seizh produer a zo, koulskoude 70% eus ar roquefort e Frañs zo produet gant ar merk Société eus ar stroll Lactalis en e unan.