Satir
Satir war e orloc'h Marteze gant Praksiteles, c. 139 Mirdi Capitolino, Roma |
Nimfezed ha satir William Adolphe Bouguereau (1873) Clark Art Institute |
Ur satir[1] (σάτυρος sátyros e henc'hresianeg, satyrus e latin) zo ur boud dreistnatur eus mojennoù Henc'hres, arouez nerzh an Natur.
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwazed yaouank int, dremmoù ha korfoù tud dezho, met diskouezet e vezont gant kerniel ha treid givri, ul lost hir dezho ha divskouarn kezeg. A-wechoù e vez faziet gant lod hag a vesk satired ha faoned, hag a liv satired gant korfoù hanter-tud hanter-bouc'hed, gant divskouarn a-bik, kerniel ouzh o fenn, blev hir ken-ha-ken, ur fri togn, ul lost gavr, hag un ibil sonn dalc'hmat.
Gant ar menadezed e vezont e lidambroug an doue Dionysos, hag a-wechoù gant an doue Pan.
Krec'hin loened a vez dindane alies, ha dreist-holl hini ar banterenn, loen arouez Dionysos.
Alies e vezont gwelet o tañsal gant nimfezed, ur gibad gante en un dorn dezho.
Ar satired kozh a vez graet silened
anezho, hervez Seilenos, kelenner Dionysos, ha brudet int da vezañ vil da spontañ.