Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Seth

Eus Wikipedia
Seth
Doueed egipt
Elfennoù
Anv(ioù) all « Doue-Ruz »
Doue « Bras dre e nerzh » (ˁȝ phty), Set, Soutekh
Anv dre ar skritur kozh
swWt
x
E20A40
pe
st
S
pe
z
t
X
Treuskrid Swtḫ
Karg kentañ Doue an Desert
Eil karg Doue ar reuz, an dizurzh
Doare Skeudenniñ Hoc'h-douar pe Aourgi
Eil lodenn Bata
Azeul
Lec'h azeuliñ Henegipt
Templ Ombos ha Avaris
Lec'hioù penn oferennañ Ombos ha Avaris
Familh
Tad Geb
Mamm Nout
Breur ha c'hoar Osiris, Isis ha Nephtys
Kentañ pried Nephtys
Eil pried Neith, Anat, Astarte
- Bugale Anubis, Oupouaout, Sobek
Arouezioù
Loen Loen Seth
Liv(ioù) Du ha Ruz

Seth e oa doue an dezerzh, an arnev, an dizurzh hag ar broioù estren e relijion Henegipt.

Tres arouezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Picture of the beast, mythical, used to represent the god Seth by ancient Egyptians.
Tresadenn al loen seth graet diwar ur bez e Beni Hassan (prantad ar Rouantelezh Krenn)

Stumm loenek Seth en deus souezhet an enklaskerien abaoe penn-kentañ an egiptologiezh. Jean-François Champollion (1790-1832), Ippolito Rosellini (1800-1843) pe Karl Richard Lepsius (1810-1884), a soñje dezho e oa ul loen faltaziek. Klasket eo bet resisoc'h peseurt loen e oa gant egiptologourien all war o lerc'h. Al loen-se a zo skeudennet evel ur c'hi treut abaoe an trede tiernezh. E voj a zo hir ha kamm hag e divskouarn eeun ha troc'het, disheñvel diouzh al loened gouez anavezet. E lost a zo bepred savet, memes pa vez azezet pe gourvezet war e gof. A-dreuz an amzer eo bet anavavezet al loen evel un azen, un oriks, un antilopenn, ul levran, ul louarn-traezh, ur jerboaz, ur c'hañval, un okapi, un hoc'h-douar, ur jirafenn, un tapir, ur gad hag all... Bez 'zo bet a gustum egiptologed evel an Alamaned Ludwig Borchardt (1863-1938) ha Günther Roeder (1881-1966) o lâret e oa ul loen ijinet. Titouroù a c'hallfe prouiñ e oa ul loen faltaziek evit an henegipsianed memes. En ur bez eus ar rouantelezh krenn e Beni Hassan e vez gwelet loened an dezerzh e-pad ur prantad chase. Al loen Seth anveet Sha, a zo heuliet gant ur c'hi, ur falc'hun e benn dezhañ, hag un eil ki un naer e benn dezhañ. Hiriv an deiz e vez arguzennet c'hoazh da c'houzout petra eo al loen-se[1].

Seth an hoc'h-douar ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Seth animal (2)
Loen Seth skeudennet ouzh bazh-dotu Serkhet II (prantad raktiernezh)

Pierre Maret, enklasker diwar an denoniezh hag an arkeologiezh en Afrika, a anzavas e 2005 e oa al loen Seth ur meskaj faltaziek, padal e seblante krouet diwar-benn an hoc'h-douar pe orikterop. Ur bronneg digenvez ha turier a-feson hag a vev diouzh noz eo an hoc'h-douar. Debret e vez dreist-holl merien-gwenn gantañ, met ivez poupennoù ha struzh, kokombrez gouez en o zouez. Ul lonker eo hag a c'hall bezañ e bouez etre daou-ugent ha kant kilogram hervez ar c'houlzad bloaz. Hanter-dall eo, c'hwesha a ra gwelloc'h evit ur c'hi, trouzus-tre eo pa vez o fronal war lec'h e voued. Gourlammat a ra en un doare souezhus ; pa vez gloazet pe spouronet e harz evel ur bleiz-broc'h. Kerzhout a ra un tammig evel an hoc'heged, o vont a dreuz a-frapadoù, gant soroc'hadennoù reoliek[2].

Seth Anubis tetes
Doueed Seth hag Anubis diwar sol steredoniel bez Sethi I(Rouantelezh nevez)

Hiriv an deiz ne vez gwelet anezho ken nemet en Afrika issahara. E traonienn an Nil ne vez kavet anezhañ a-raok kreizteiz ar Soudan. N'eo ket bet kavet restachoù (eskern...) al loen tro-dro da lec'hioù enklask egipsian, gant ar paleontologiezh, padal, kredus eo e vije bet anavezet al loen-mañ gant Egipsianed ar brantad raktierniezh, dreist-holl reoù Gorre an Egipt. Reizh a-walc'h e vez gwelet skeudennet ouzh podoù deus prantadoù Nagada II (3500-3300 kent J.-K.) ha Nagada III (3300-3100 kent J.-K.). Mont a ra diwar-wel goude ar mareoù-se, daoust da gemmoù an hin, a lakaas ar Sahara da lonkañ tamm ha tamm ar savanenn.

Skeudennoù kentañ graet deus al loen Seth a dalc'h deus an Tiernezh 0. Ouzh bazh-dotu Serkhet II e vez gwelet ul loen tagos, gant pavioù berr ha skilfiek, ur mell lost savet, ur penn hir gant divskouarn kement-mañ hag ur voj pemoc'h. Ar skeudenn-se a zo moarvat tennet deus an hoc'h-douar. A dreuz an amzer e vo kemmet stumm al loen seth. Er Rouantelezh Krenn, hiraet ha brasaet eo bet e gorf, treutoc'h eo deuet da vezañ, e benn zo cheñchet ivez. Er prantad Ramseseg (XIXved ha XXved tiernezh) ez eo bet awenet moarvat gant un hoc'h-douar tresadenn Seth ouzh sol steredoniel bez Seti I. Marteze en doa ar faraon un orikterop doñv kaset deus Nubia.

Liammet eo Seth da div mojenn brazh. Kemer a ra perzh e mojenn Heliopolis, gant e dad-kuñv Ra. Un doue mad eo. Arouez deus an nerzh hag ar startijenn, difenn a ra bag an heol a-enep Apofis, an naer drouk o klask lazhañ Ra bep-noz. Hennezh a zo mojenn pennañ lec'h ma vez Seth un doue mad. E mojenn Osiris drouklazhet eo hennezh gant Seth, ra ma reno en e blas. Un emgann herezh 'zo etre Seth hag Horus (mab Osiris) sikouret gant Isis e vamm. Barnet eo an herezh gant an doueed ha choazet eo Horus a-benn ar fin. Er vojenn-mañ, Ra a-zifenn Seth hag a zo c'hoazh liammet dezhañ a-fed arouez.

Seth, mab Nout

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan deus doaereennoù muiañ kavet evit Seth abaoe deroù sevenadur an henegipt, a zo "Mab Nout". An Droadell-se zo implijet hep titouroù all, hag, anavezet eo evit bezañ heñvelster da Seth. Morse ne vez klevet komz deus fealded pe karantez etrezo. Seth ha Nout a zo daou deus an nav doue bedc'hanouriezh Heliopolis, gant Atoum doue krouer ar bed, Chou ha Tefnout(an aer sec'h ha gleb), Geb ha Nout(al leur/douar hag an oabl) hag ar peder gevell Osiris, Isis, Seth ha Nephtis. Chou ha Neftout a zo ganet deus skopadenn(sper) Atoum en e zorn. Deus ar re-se e teuio Geb ha nout kerent ar pevar diwezhañ. Dizurzhiet eo doare reoliek krouiñ gant ganedigezh Seth. Hervez un testenn diwar ar mitologiezh egiptian skrivet en IIvet kantvet gant ar gresian Plutark, Seth, anavezet evel Tifon, a zo ganet an trede deus ar pemp devezh epagomen[galleg].

« Ganet eo Tifon en trede devezh, nag en e dermen na dre an hent boutin, met a-dreuz kostez ar vamm en doa digoret ha diroget o skeiñ un taol brazh. »

—Plutark, Isis hag Osiris(tennet deus § 12), troidigezh dieub, diwar ar galleg.

« Le troisième jour vint au monde Typhon, non pas à terme ni par la voie commune, mais en s'élançant à travers le flanc maternel, qu'il avait ouvert et déchiré en le frappant d'un grand coup. »

— Plutark, Isis hag Osiris (tennet deus § 12), troet gant Mario Meunier

  1. (fr) Herman te Velde (troet e galleg gant Christian Bégaint), Seth, ou la divine confusion : Une étude de son rôle dans la mythologie et la religion égyptienne, Scribd, 2011, 172 p.
  2. (fr) Pierre de Maret, «L'oryctérope, un animal «bon à penser» pour les Africains est-il à l'origine du dieu égyptien Seth? » (pellgargañ), BIFAO, Le Caire, vol. 105,‎ 2005, p. 1-20
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg