Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Skoazell:Kammedoù kentañ

Eus Wikipedia
Klikañ war kemmañ evit degas kemmoù en ur pennad.
Renablet e vez ar c'hemmoù war bajenn istor ar pennad.

Ha gwelet a rit ar pempilh kemmañ e krec'h pep pennad ? War Wikipedia, pa glikit war ar bouton-se, e c'hallit degas kemmoù en ur pennad pa garit, pe e vefec'h enskrivet dija pe ne vefec'h ket c'hoazh.

Petra eo Wikipedia ?

Un holloueziadur frank a wirioù, digoust, digor ha liesyezhek eo Wikipedia. Pedet oc'h c'hwi da gemer perzh ennañ, ma c'hoarzh ouzhoc'h. Aes-kenañ eo skrivañ pe krouiñ ur pennad nevez. Prim-tre eo ivez rak gallout a rit gwelet ar c'hemmoù degaset ganeoc'h enlinenn diouzhtu. Ho labour a c'hall bezañ lennet, kerkent ha graet, gant Wikipedourien all a dremeno war o lerc'h evit gwiriañ ha klokaat ar pezh zo bet degaset ganeoc'h. Ur Wiki a vez graet eus seurt lec'hiennoù Kenrouedad etregwezhiat.

Penaos 'ta e c'hall mont en-dro ?

Degadoù a vrezhonegerien a vez dizehan o wellaat ar Wikipedia brezhonek. Kemmoù niverusoc'h-niverusañ a vez degaset bemdez. A-zeiz da zeiz e kresk an holloueziadur ha dont ar ra evel-se da vezañ klokoc'h ha resisoc'h. Plijusoc'h ha bravoc'h eo ivez.

Dalc'het e vez roud eus kement cheñchamant degaset en ur pennad war ur bajenn istor ha war bajenn ar c'hemmoù diwezhañ. Dalc'hmat eo posupl distreiñ d'unan eus stummoù koshoc'h ur pennad ha, dre vras, e vez skarzhet buan an degasadennoù didalvez pe noazus

Penaos e c'hallan-me kemer perzh ?

A-raok pep tra, arabat termal ha stagit ganti kerkent ha bremañ ! Reizhañ ur vi-koukoug pe ur fazi reizhskrivañ paneveken zo un intrudu talvoudus dija. Priziet e vo gant an holl. Gallout a ra an holl kemer perzh. Arabat bezañ chalet gant ar soñj terriñ Wikipedia pe degas traoù diezhomm — mar bez ret e teuio implijerien muioc'h arroutet war o lerc'h ha skoazellañ a raint ac'hanoc'h evit ingalañ an traoù.

Anv implijer

Tu zo d'an holl dud kemer perzh e Wikipedia, memes en un doare dizanv-mik. Daoust da se o deus divizet an darn vrasañ eus an implijerien krouiñ ur gont hag ober gant un anv implijer dezho o-unan. Perak krouiñ ur gont ? Gant ur gont e c'hall an degasadennoù a zeu gant un den bezañ lakaet war e gont dezhañ e-unan. Gallout a reer kemer perzh er votadegoù ha krouiñ ur bajenn bersonel... Evit krouiñ ho kont implijer klikit war Krouiñ ur gont pe en em enskrivañ. Kerkent ha graet e c'hallit mont d'en em ginnig war Kannadig an implijerien nevez.