Skrabell
Anv er yezh a orin | Scrabble |
---|---|
Diazezet war | Lexiko |
Labour da-heul | Kvizovka, Words with Friends, Alfapet, Q108538356, Wordfeud |
Embannadur | English-language Scrabble, Francophone Scrabble |
Ti-embann | Hasbro, Mattel |
Deiziad embann | 1938 |
Awenet gant | Gerioù-kroaz |
Treset gant | Alfred Mosher Butts |
Dezverket dre | board game tile distribution |
Pleustret gant | Scrabble player |
Ur c'hoari gant lizherennoù eo ar skrabell. Klask a ra ar c'hoarierien sevel gerioù, goleiñ ur gael karrezennet ganto, ha darn eus ar c'harrezioù livet a c'hall kreskiñ talvoudegezh ar ger pe hini ul lizherenn hepken.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar ger brezhonek eus ar ger saoznek Scrabble (anv ar merk diskleriet), anv ar c'hoari er yezh orin.
E 121 vro hag e 29 yezh e vez gwerzhet ar skrabell. Hasbro eo perc'henn ar gwirioù evit SUA ha Kanada, ha Mattel evit an holl vroioù all.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ijinet eo bet gant Alfred Mosher Butts en New York e 1931, ha Lexico e oa an anv kentañ.
Kemmet e voe an anv, re dost d'ur c'hoari all anvet Lexicon, ha diskleriet e 1948 gant James Brunot en doa prenet ar gwirioù.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù diwar-benn ar skrabell a oa bet en XXvet kantved er c'helaouennoù Bremañ hag Al Lanv. Met ne oa ket bet c'hoariet da vat ken na voe 2008 hag ar genstrivadeg aozet gant Diwan.
Reolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seizh lizherenn a vez tennet gant pep c'hoarier eus ur sac'h ha c'hoari a reont a bep eil. Da c'houzout piv a c'hoari da gentañ e vez tennet un 8vet lizherenn, a vo adlakaet er sac'h goude, ha d'an hini tostañ eus A da gregiñ.
E kembraeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Angenrheidiol" eo ar ger a ro ar muiañ a boentoù.
Ar 105 lizherenn er c'hoari kembraek | ||||||||||||||||||
Lizherenn | Punten | Aantal | Letter | Punten | Aantal | Letter | Punten | Aantal | Letter | Punten | Aantal | Letter | Punten | Aantal | ||||
A | 1 | 10 | E | 1 | 8 | J | 8 | 1 | O | 1 | 6 | TH | 4 | 2 | ||||
B | 3 | 2 | F | 2 | 3 | L | 2 | 4 | P | 5 | 1 | U | 2 | 3 | ||||
C | 4 | 2 | FF | 4 | 2 | LL | 5 | 1 | R | 1 | 7 | W | 1 | 5 | ||||
CH | 5 | 1 | G | 2 | 3 | M | 3 | 1 | RH | 10 | 1 | Y | 1 | 7 | ||||
D | 1 | 6 | H | 4 | 2 | N | 1 | 8 | S | 3 | 3 | Blanco | 0 | 2 | ||||
DD | 1 | 4 | I | 1 | 7 | NG | 10 | 1 | T | 3 | 2 |
Kenstrivadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-hervez ne veze kenstrivadegoù nemet e saozneg, spagnoleg ha galleg. Ret eo kontañ ur pedervet yezh eta, peogwir ez eus bet aozet ur genstrivadeg e brezhoneg e 2008.
Daou zoare zo da c'hoari er c'henstrivadegoù.
- daou zen tal-ouzh-tal, an doare nemetañ implijet e saozneg hag e spagnoleg a-hervez, a vez c'hoariet ivez e galleg;
- an duplicate, ijinet gant ur Belgiad, hag a blij kenañ d'ar c'hallegerien; an doare-se a oa bet implijet e kenstrivadeg Diwan.
Petra eo an "duplicate"
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ijinet eo bet ar c'hoari duplicate gant Hippolyte Wouters e 1970.
Kampionadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kampionadoù gallek a zo e meur a vro: e Belgia, Suis, ha Tunizia, ouzhpenn Bro-C'hall;
- Kampionadoù saoznek zo en Iwerzhon;
- Kampionadoù bedel zo ivez, e galleg, spagnoleg ha saozneg.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]e galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eliot, ur poellad digoust (Windows, Mac, Linux) evit deskiñ c'hoari en duplicate... en galleg.
e kembraeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Scrabble yn Gymraeg, BBC Cymru
- Grŵp 'Scrabble Cymraeg' ar Flickr
e saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Scrabble.com, al lec'hienn ofisiel