Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Staré Město (Praha)

Eus Wikipedia

Staré Město pe Staré Město pražské (ar Gêr Gozh pe Kêr Gozh Praha) a zo unan eus lodennoù koshañ kreiz-kêr Praha. Kreiz istorel ar gêr eo, ha lec'hiet eo e ribl dehou ar stêr Vltava. 129 ha eo gorread ar c'harter.

Ur gumun distag e voe betek 1784, hag er bloavezh-se e voe kendeuzet kumunioù Praha : krouet e voe ar gêr hag ar c'humunioù a zeuas da vezañ distrigoù. Anvet eo Kêr Gozh a-benn he diforc'hañ diouzh ar Gêr Nevez (Nové Město) savet gant an impalaer Charlez IV er XIVvet kantved. Teir straed a zo etre ar Gêr Gozh hag an hini nevez : Národní (stared vroadel), Na Příkopě (War ar Foz) ha Revoluční (straed an dispac'h). Etre ar Gêr Gozh ha Malá Strana e red ar stêr Vltava, hag a-us dezhi emañ Pont Charlez. E Kêr Gozh Praha emañ Josefov, hag a oa ar ghetto, bet meret e-pad pell gant ar Yuzevien o-unan.

Arkitektouriezh ar Gêr Gozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savadurioù pennañ :


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.