Starsky & Hutch
Starsky & Hutch zo ur stirad skinwel birvidik stadunanat, savet gant ul lodenn bilot 70-munutenn (skignet da gentañ evel ur film) ha gant 92 lodenn 50 munutenn pep hini. Krouet eo bet ar stirad gant William Blinn, produet gant Spelling-Goldberg Productions, ha skignet etre Ebrel 1975 ha Mae 1979 war ar chadenn ABC. Embannet e oa gant Columbia Pictures Television evit Stadoù-Unanet Amerika, da gentañ, ha gant Metromedia Producers Corporation evit Kanada ha broioù all eus ar bed. Skigner bedel ar stirad a zo Sony Pictures Television hiziv-an-deiz. Ar stirad skinwel a zo bet awen ur film sinema hag ur c'hoari video.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar stirad skinwel a ro tro da heuliañ daou zetektiv eus su Kalifornia: David Michael Starsky (Paul Michael Glaser), du e vlev, bet soudard en U.S. Army, ha Kenneth Richard "Hutch" Hutchinson (David Soul), dizimezet, melen e vlev. Dindan an anv kod radio "Zebra Three", evezhiañ a reont straedoù ar gêr ijinet Bay City, e Kalifornia.