Steven Spielberg
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Steven Spielberg |
Anv ganedigezh | Steven Allan Spielberg |
Anv-bihan | Steven |
Anv-familh | Spielberg |
Deiziad ganedigezh | 18 Kzu 1946 |
Lec'h ganedigezh | Cincinnati |
Tad | Arnold Spielberg |
Breur pe c'hoar | Anne Spielberg |
Pried | Kate Capshaw |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | Sinema, film direction, filmaozañ, film screenwriting |
Karg | President of the Jury at the Cannes Festival |
Bet war ar studi e | California State University, Long Beach, Saratoga High School, Arcadia High School |
Lec'h labour | Hollywood |
Deroù ar prantad labour | 1969 |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Relijion | yuzevegezh |
Perzhiad e | commencement at the Harvard University, Ice Bucket Challenge |
List of works | Steven Spielberg bibliography |
Filmography | Steven Spielberg filmography |
Ezel eus | Writers Guild of America, West, Directors Guild of America |
Lec'hienn ofisiel | https://amblin.com/steven-spielberg/ |
Oberennoù zo en dastumad | Museum of Modern Art, Harvard Film Archive |
Rummad tost | Category:Films directed by Steven Spielberg, Category:Films produced by Steven Spielberg, Category:Films with screenplays by Steven Spielberg |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Steven Allan Spielberg, bet ganet d'an 18 a viz Kerzu 1946 e Cincinnati (Ohio, Stadoù Unanet Amerika) a zo ur filmaozer ha produer stadunanat.
Savet en deus lod eus ar filmoù o deus graet ar muiañ a berzh er bloavezhioù diwezhañ. En o zouez e kaver E.T (1982) ha Jurassic Park (1993). Filmoù avantur ha skiant-faltazi a zo bet savet gantañ da gentañ, evel Jaws, E.T pe heuliad Indiana Jones. Diwezhatoc'h e tremenas da abegoù diaesoc'h evel al Loskaberzh gant Listenn Schindler pe an Eil Brezel Bed gant Saving Private Ryan (O saveteiñ ar soudard Ryan).
E labour filmaozer en deus boulc'het evit ar skinwel, gant ar rummad Columbo, da skouer. Unan eus e filmoù hir kentañ, Duel (1971), savet e senario gant Richard Matheson, a oa bet produet evit an tele stadunanat. Daou vloaz war-lerc'h e oa bet bannet war skrammoù sinema broioù zo eus Europa, da heul roidigezh Priz Meur Festival 1973 Avoriaz.
E 1975 e tarzhas da vat brud Steven Spielberg gant ar film Jaws, savet diwar ur romant gant Peter Benchley. Er bed a-bezh e reas berzh istor ar morvleiz debrer-tud, ha tri Academy Awards e oa bet rastellet gant Jaws (e rannoù ar Frammañ, ar Sonerezh hag ar Son).
Spielberg en deus kensavet Amblin Entertainment ha DreamWorks Studios, dre an embregerezhioù-se e voe ivez produer filmoù o devoa graet berzh bras, evel Back to the Future, Men in Black, hag an heuliad Transformers. Spielberg a zo aet goude-se war hent produiñ c'hoarioù video.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spielberg a zo ganet d'an 18 a viz Kerzu 1946 e Cincinnati, Ohio. Ar vamm, Leah (ganet Posner, deuet da vezañ Adler; 2 a viz Genver 1920 – 21 a viz C'hwevrer 2017), a oa renerezh un ti debriñ ha c'hoarierezh piano. An tad, Arnold Spielberg (ganet e 1917), a oa un ijinour war an tredan a gemeras perzh e dioroadur an urzhiataerezhioù.
Familh Steven Spielberg a oa yuzevien orthodoks. Tud-kozh Spielberg a-berzh an tad a oa yuzevien eus Ukraina staliet e Cincinnati er bloavezhioù 1900; ar vamm-gozh a oa o tont eus Sudylkiv, padal an tad-kozh a oa eus Kamianets-Podilskyi. E 1950, e familh en devoa dilojet en Haddon Township, New Jersey, pa oa bet kavet ul labour gant an tad en RCA. Tri bloaz war-lerc'h, ar familh a fiñve e Phoenix, Arizona. Spielberg a oa bet skoliataet en ur skol hebreek etre 1953 betek 1957, e klasadoù ar Rabbi Albert L. Lewis.
Pa oa bugel e oa diaes da Spielberg selloù ar re all dre ma oa yuzev orhodoks. "It isn't something I enjoy admitting," a zisklerias eñ un deiz, "but when I was seven, eight, nine years old, God forgive me, I was embarrassed because we were Orthodox Jews. I was embarrassed by the outward perception of my parents' Jewish practices. I was never really ashamed to be Jewish, but I was uneasy at times."
Spielberg en devoa diskleriet ivez e oa bet taget dre enep-yuzevegezh hag Harellerezh skol: "In high school, I got smacked and kicked around. Two bloody noses. It was horrible." D'an oad a 12 vloaz, e voe savet gantañ e c'hentañ film er gêr: distruj un tren dre implij e c'hoarioù ha dreist-holl an trenioù Lionel. E-pad e yaouankiz hag ur wech tizhet ar skol-veur en devoa kendalc'het da filmañ filmoù avantur war 8 mm.
E 1958, e teu da vezañ skout ha tapout a ra un ardamez enor evit ar poltrijañ gant ur filmig 9 munutenn e 8 mm anvet "The Last Gunfight".
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel sevener
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloavezh | Titl | Embanner |
---|---|---|
1968 | Amblin' | Filmways |
1971 | Duel | Universal Pictures / CIC |
1974 | The Sugarland Express | Universal Pictures |
1975 | Jaws | Universal Pictures |
1977 | Close Encounters of the Third Kind | Columbia Pictures |
1979 | 1941 | Universal Pictures / Columbia Pictures |
1981 | Raiders of the Lost Ark | Paramount Pictures |
1982 | E.T. the Extra-Terrestrial | Universal Pictures |
1983 | Twilight Zone: The Movie | Warner Bros. |
1984 | Indiana Jones and the Temple of Doom | Paramount Pictures |
1985 | The Color Purple | Warner Bros. |
1987 | Empire of the Sun | Warner Bros. |
1989 | Always | Universal Pictures/United Artists |
1989 | Indiana Jones and the Last Crusade | Paramount Pictures |
1991 | Hook | TriStar Pictures |
1993 | Jurassic Park | Universal Pictures |
1993 | Schindler's List | Universal Pictures |
1997 | The Lost World: Jurassic Park | Universal Pictures |
1997 | Amistad | DreamWorks Pictures |
1998 | Saving Private Ryan | DreamWorks Pictures / Paramount Pictures |
2001 | A.I. Artificial Intelligence | Warner Bros. / DreamWorks Pictures |
2002 | Minority Report | 20th Century Fox / DreamWorks Pictures |
2002 | Catch Me If You Can | DreamWorks Pictures |
2004 | The Terminal | DreamWorks Pictures |
2005 | War of the Worlds | Paramount Pictures / DreamWorks Pictures |
2005 | Munich | Universal Pictures / DreamWorks Pictures |
2008 | Indiana Jones and the Kingdom of the Crystal Skull | Paramount Pictures |
2011 | The Adventures of Tintin | Paramount Pictures / Columbia Pictures |
2011 | War Horse | Walt Disney Studios |
2012 | Lincoln | Walt Disney Studios / 20th Century Fox |
2015 | Bridge of Spies | Walt Disney Studios / 20th Century Fox |
2016 | The BFG | Walt Disney Studios |
2017 | The Post | 20th Century Fox |
2018 | Ready Player One | Warner Bros. |
2020 | West Side Story | 20th Century Studios |
Evel produer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Buhez personel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dimeziñ ha bugale
Spielberg en doa kejet evit ar wech kentañ gant an aktourez Amy Irving e 1976 goude ma vefe bet kinniget gant ar rener filmoù Brian De Palma, hemañ a ouie e oa Spielberg o klask un aktourez evit c'hoari er film Close Encounters. Ur wech gwelet anezhi, Spielberg a embanne d'e genbroduer Julia Phillips, "I met a real heartbreaker last night." En desped da-se an aktourez a oa re yaouank evit c'hoari ar roll. Kroget o devoa d'en em welet er-maez eus ar bed micherel, betek ma vefe hi o vont da vevañ e ti Spielberg. Bevañ a refont asambles e-pad pevar vloaz, siwazh ar stress hag ar redioù labour a blantas reuz en o istor.. Irving he devoa c'hoant bezañ anzavet evel aktourez dre he labour nemetken: "Ne m'eus ket c'hoant bezañ brudet evel kamaladez Steven". Dre-se e chomas hep c'hoari e film ebet e amourous e-pad mare o vuhez asambles.
- Pinvidigezh
Hervez ar gelaouenn Forbes, pinvidigezh personel Spielberg a zo 3,7 bilion$[6].
- Politikerezh
Spielberg a voaz a zo un harp d'ar Strollad Demokratel. Roet en devoa 800 000$ d'ar strollad. Kamalad bras eo bet d'ar prezidant demokrat Bill Clinton. Spielberg a baouezas da vezañ ezel eus ar skouted stadunanat er bloavezh 2001 dre ma ne oa ket a-du gant ar selloù enep-heñvelreizhidi difennet ha brudet gant an aozadur. E 2007 e oa galvet d'ur boycott eus filmoù Spielberg gant Kevre ar Stadoù Arab goude ma vefe bet roet gantañ 1 milion$ evit harpañ Israel e-pad Brezel Liban 2006. D'an 20 a viz C'hwevrer 2007, Spielberg, Jeffrey Katzenberg, ha David Geffen a galve an demokrated da rastellañ arc'hant evit harpañ Barack Obama.
Er bloavezh 2018, Spielberg gant e wreg Kate Capshaw o devoa profet 500 000$ evit harpañ ar valeadeg studierien March for Our Lives evit goulenn ma vefe strisaet al lezennoù a-fed perc'henniñ armoù er Stadoù-Unanet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Steven Spielberg war IMDb
- Steven Spielberg o heñcha ur weladenniñ eus an Universal Studios
- Buhez-skrid Steven Spielberg war Science Fiction and Fantasy Hall of Fame.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Berney, Paul (2016-06-01). Guess Who’s Back for ‘Transformers: The Last Knight’!.
- ↑ "Oscar-winning director Steven Spielberg begins filming new horror movie The Turning in Wicklow", The Irish Sun, News Group Newspapers Limited (21 February 2018). Retrieved on 24 February 2018.
- ↑ Film Releases. Variety Media. Kavet : July 8, 2018.
- ↑ "‘Cats’ Will Pounce During Christmas 2019 Frame; ‘Wicked’ Moves", Deadline, Deadline (31 a viz Eost 2019). Retrieved on 1 September 2010.
- ↑ https://www.independent.ie/entertainment/movies/movie-news/steven-spielberg-chooses-ireland-as-backdrop-to-new-horror-film-36626978.html
- ↑ https://www.forbes.com/profile/steven-spielberg/#226514e7228a