Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Styks

Eus Wikipedia

Styks (henc'hresianeg : Στύξ, Styx) a oa un nimfenn, merc'h da Okeanos ha Tethys e mojennoù Hellaz kozh. Anv ur stêr eus an Ifernioù e oa ivez.

Styks, nimfenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orgediñ outi a reas an Titan Pallas, mab da Grios. Gantañ he doe pevar bugel : Zelos (an Treflamm), Kratos (ar Galloud), Bia (an Nerzh) ha Nike (an Trec'h).

D'ar mare ma rankas Zeus brezeliañ ouzh an Ditaned e tegouezhas da gentañ, gant he bugale, da skoazellañ mestr an doueed. Evit he zrugarekaat e reas anezhi liamm sakr promesaoù an doueed : ne oa ket gwashoc'h kastiz eget an hini roet d'an dud a dorre o fromesa pa veze touet en hec'h anv. Leoù Zeus e-unan n'hallent ket bout torret.

Treuziñ ar Styks (1861), gant Gustave Doré.

Mestrez ur feunteun en Arkadia e oa ivez. Redek a rae an dour anezhi d'ober ur wazh a yae en ur frailh hag a gase d'an Ifernioù, hag eno e teue da vezañ ur stêr ledan, stêr veur an Ifernioù, ar Styks.

Evit ma vije trec'h an haroz Ac'hilleüs en emgann atav e voe glebiet gant e vamm Tethys e dour ar stêr Styks. Nemet derc'hel ar babig dre e seul a rae ar vamm, ha dre aze eo e voe lazhet.

Abalamour da se eo ar Styks stêr an dud varv ivez.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.