Svedeg
Neuz
Svedeg (svenska) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Sveden, Finland |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 9 300 000 |
Renkadur : | 89 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Sveden, Finland, Unaniezh Europa |
Akademiezh : | Svenska språkrådet (Kuzul ar yezh svedek) |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | sv |
ISO 639-2 | swe |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | swe |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar svedeg (svenska) a zo ur yezh c'hermanek eus skourr ar yezhoù skandinavek. Kar eo d'an norvegeg ha d'an daneg. Ar yezh ofisiel er fedoù eo e Sveden hag ur statud yezh ofisiel en deus e Finland, a-gevret gant ar finneg, nemet en inizi Åland m'eo ar yezh ofisiel nemeti.
Skrivet e vez ar svedeg gant al lizherenneg latin gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn : å, ä, ö.
Levezonet eo bet ar svedeg gant an alamaneg hag ivez, diwezhatoc'h, gant ar galleg, en XVIIIvet ha XIXvet kantved Setu skouerioù amprestoù gallek : nivå (niveau, "live"), paraply (parapluie, "disglavier"), promenera (promener, "pourmen").
Un nebeud gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Svedad: svensk
- Salud: hej (hey)
- Kenavo: hej då (hey-do)
- Degemer mat: välkommen (velkommen)
- Trugarez: tack (takk)
- Ya: ja (ya)
- Nann: nej (ney)
- Ar re vouzar a ra gant Yezh ar Sinoù Svedek.