T-90
Iskevrennad eus | tank stourm diazez |
---|---|
Anvet diwar | 1990 |
Raklec'hiet gant | T-80 |
Heuliet gant | T-95 |
Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Rusia |
Manufacturer | Uralvagonzavod |
Armament | 2A46 125 mm gun |
Treset gant | Uralvagonzavod |
Lakaet er servij | 1991 |
An T-90 "Vladimir" a zo ar c'harr-hobregon ziwezhañ o vezañ bet produet gant bro Rusia abaoe 1994.
Un adkemer ez eo d'eus an T-72 evit ar stern pe diaz kemmesket gant an T-80 a-fed elektronik dreist-holl an doare hobregon emzifenn Kontakt-5 gant an eneberezh missiloù Shtora-1. Implijet e vez gant lu Rusia met ivez gant lu Aljeria hag hini an India.
Priz unan anezho a zo 2,3 milion a Euroioù pe 3 milion a zollarioù Amerikan.
Abaoe 2011 ez eo paouezhet al lu Rusian da rakprenañ d'eus an T-90 dre ma vezo prest produadur an T-99 Armata a-hervez er bloavezh 2015.
Istor an T-90
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ma oa aet da get an URSS e oa deuet da vezañ ker ha diefedus da vat da genderc'hel gant produerezh daou a zoare karr-hobregon disheñvel gant bro Rusia e-unan penn.
Ar mennozh a oa bet boulc'het hag a-benn ar fin sevenet a oa kemmeskañ an T-72 hag an T-80 evit sevel unan nemetken, marc'had-mat hag efedus anezhañ.