Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Tauon

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Tauon (pe Lepton Tau, Rannig Tau, Tau), τ-[1] an arouez anezhe, eo an anv roet da rannigoù elfennel negativel o bec'h, hervez patrom standard fizik ar rannigoù. Kavet e voent etre 1974 ha 1977 gant ar fizikour stadunanat Martin Lewis Perl[2] hag e genseurted.

Evel ar c'hwarkoù, an elektron, ar muon, hag an neutrinoioù ez int lod eus familh al lepton.

Ar memes perzhioù fizikel ha reoù an elektronenn he deus an dauonenn, daoust da houmañ kaout ur mas (≈1777 MeV.c-2) tri mil pemp kant gwech brasoc'h : se zo kaoz e vez graet elektronenn dreistpounner anezhi ivez. Ur spin 1/2 he deus ha berr-kenañ eo he buhez : 2,8×10-13 s. Un neutrino — aroueziet ντ — a vez kevelet outi.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Aroueziet e vez τ+ an eneptauon, an eneprannigoù positivel o c'harg unanet ouzh an tauon.
  2. Tapet e voe Priz Nobel ar Fizik gantañ e 1995 evit ar gavadenn-se.