The First Law
Seurt oberenn | romant |
---|---|
Tachenn | grimdark, Dark fantasy, developmental novel, faltazi |
Aozer | Joe Abercrombie |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg Breizh-Veur |
Lec'hienn ofisiel | http://www.joeabercrombie.com/books/ |
The First Law zo un heuliad romantoù skrivet gant ar romantour saoz Joe Abercrombie. Tri romant diazez a zo, gant un hollad romantoù all, stag outo, ha danevelloù ouzhpenn. Abercrombie en deus savet tri romant all c'hoazh er memes bed hag hini The First Law, nemet kontañ a reont darvoudoù c'hoarvezet goude trede romant an heuliad diazez.
Ar romantoù a zo embannet gant Gollancz evit ar Rouantelezh-Unanet ha Pyr evit Stadoù-Unanet Amerika. Evit Breizh ez int embannet e galleg gant Bragelonne.
Levrioù embannet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]# | Titl | Pajennoù | Gerioù | Embannadur Saoz | Levr saoz ISBN |
---|---|---|---|---|---|
1 | The Blade Itself | 529 | 191,200 | 4 Mae 2006 | (ISBN 978-0575077867) |
2 | Before They Are Hanged | 539 | 198,300 | 15 Meurzh 2007 | (ISBN 978-0575077874) |
3 | Last Argument of Kings | 603 | 234,100 | 20 Meurzh 2008 | (ISBN 978-0575077898) |
- Levrioù o-unan
- Best Served Cold (Even 2009)
- The Heroes (Genver 2011)
- Red Country (Here 2012)[1]
- Danevelloù
- "The Fool Jobs" – embannet er Swords & Dark Magic: The New Sword and Sorcery dastumadenn (Even 2010) and features Curnden Craw and his dozen in events prior to The Heroes.
- "Yesterday, Near A Village Called Barden" – embannet evel un ouzhpennadenn d'ar romant embannadur Waterstone's evit ar romant The Heroes. An istor a zo diazezet war Bremer dan Gorst e-pad ar c'hampagn brezel a-raok ar romant The Heroes.
- "Freedom!" - embannet evel un ouzhpennadenn d'ar romant Red Country and focuses on the liberation of the town of Averstock by the Company of the Gracious Hand.
- "Skipping Town" – embannet en Legends: Stories in Honour of David Gemmell anthology (Du 2013) and features the couple pairing of Shevedieh (Shev) and Javre, Lioness of Hoskopp.
- "Some Desperado" - embannet en Dangerous Women anthology (Kerzu 2013) and features Shy South on the run during her outlaw days before Red Country.
- "Tough Times All Over" - embannet en Rogues anthology (Even 2014) and follows courier Carcolf and the circuitous route one of her packages takes through the city of Sipani. It also features Shev and Javre.
- "Small Kindnesses" - embannet en the Unbound: Tales by Masters of Fantasy anthology (Kerzu 2015) and features Shev and Javre.
- "Two's Company" - embannet enlinenn war tor.com (Genver 2016),[2] featuring Shev and Javre, a "female Fafhrd and the Gray Mouser style thief and warrior odd couple."[3]
- Antologiezh istorioù berr
- Sharp Ends: Stories from the World of the First Law (Ebrel 2016)[4], dastumadenn eus an holl istorioù berr ha danevelloù goude mare an heuliad romantoù kentañThe First Law (8 bet embannet en a-raok, 5 nevez evit an dastumadenn):
- A Beautiful Bastard†
- Small Kindnesses
- The Fool Jobs
- Skipping Town
- Hell†
- Two's Company
- Wrong Place, Wrong Time†
- Some Desperado
- Yesterday, Near a Village Called Barden...
- Three's a Crowd†
- Freedom!
- Tough Times All Over
- Made a Monster†
† istor embannet da gentañ e Sharp Ends: Stories from the World of the First Law
- Triarvest da vezañ embannet[5]
Staliet 15 vloaz a c'houde darvoudoù ar romant Red Country.
- A Little Hatred (Gwengolo 2019)
- The Trouble With Peace (2020)
- The Beautiful Machine (2021)
Bed The First Law
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bed The First Law a zo unan moliac'h ha brezel-bed, ar marevezh a vez unan krennamzerel europat gant ul lodenn eus ar bed Kreizhdouarel.
- The Union (an Unvaniezh): savet gant proviñsoù Angland, the Midderlands, Dagoska, Starikland ha kêr Westport e Styria. Dedennet e vefe da emledañ.
- Gurkhul: un impalaeriezh o emledañ feulslec'hiet e su an Unavniezh
- The North (an Norzh): a vez graet eus al lodenn-se eus ar bed gant an Unvaniezh met ivez gant annezidi al lec'h. Graet e vez Northmen eus annezidi al lec'h.
- Styria: un enezenn veur kevandirel e reter an Unvaniezh gant meur a gêrioù o vrezeliañ kenetrezo dizehan.
- The Old Empire (an impalaeriezh kozh): un impalaeriezh kouezhet en e foul lec'hiet e kornôg an Unavniezh. Pennoù brezel e-leiz a vez o klask bezañ e penn al lec'h.
- Far Country: ul lec'h dilezenn e norzh an Old Empire ha kornôg proviñs Starikland.
N'eus kartenn ebet eus ar bed e levrioù an heuliad The First Law. Abercrombie a gav gwell dezhañ chom hep o implij. El levrioù o-unan embannet war-lerc'h ez eus bet ouzhpennet kartennoù a dammoù a-raok pep lodenn. Ur gartenn hollek a vez kavet el levr dastumad danevelloù The Sharp Ends.
Diazez istor The First Law
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En istor diazez eus an heuliad e vez tri c'halloud o enebiñ:
- An Unvaniezh, ur rouantelezh tostik-tost eus Europa kornôg. Ar roue Ladislas e-penn an Unvaniezh a zo kozh ha klañv. Difennet eo ar sklavelezh en unvaniezh.
- An Impalaeriezh Gurkan, un impalaeriezh o klask emledañ dizehan lec'h ma vez kreñv pouez ar relijion. Tostik-tost eus an impaleriezhioù muzulman. Aotreet eo ar sklavelezh. An impalaer Uthman-ul-Doshten deus ar c'hoant bras d'en em zistaoliañ diouzh an Unvaniezh.
- An Norzh, ur c'hengevread klanioù eus an norzh gant ur blaz Vikinged hag Angled-ha-Saozon warno. Renet int gant roue an norzh Bethod.
Un talbenn a zo en norzh etre an Unvaniezh hag an norzhidi. Ar re-se o deus aloubet douaroù bet kollet ganto pell 'zo, proviñs Angland. An eil talbenn a zo e su an Unvaniezh a-enep ar Gurked, a glask adkemer kêr Dagoska bet kollet ganto 15 vlaoz a-raok. Al lenner a heuil tonkad tudennoù lies dreist-holl tri anezho (San dan Glotka, Logen Ninefingers ha Jezal dan Luthar), beuzet e darvoudoù meur ar mare.
Tudennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Logen Ninefingers, barbar eus an Norzh brudet evit bezañ un den feuls-taer ha gouez, lesanvet ivez "The bloody nine". Kollet en deus ur biz ar pezh a awen e anv. Ur berserker eo, met klask a ra paouez gant e vuhez gwadus evit reiñ sikour d'an dud.
- Sand dan Glokta, Jahiner eus an Inkizision. A-roak e oa ur c'hlezeour ampart, brudet ha moutig. Goude bezañ bet jahinet daou vloaz e toullioù-bac'h an implaeriezh Gurkan ez eo un den freuzet e gorf ha gant dispriz bras evit an holl dud. Plijus eo dezhañ boureviañ pe lakaat da voureviañ an dud.
- Jezal dan Luthar, un noblañs emgar ha bugel. Dichek ha drouk eo gant an dud ha n'int ket eus an noblañs.
- Bayaz, First of the Magi, ur sorser eus ar bed kozh, kreñv gant an hud, lemm e spered a-fed politikerezh.
- Collem West, un ofiser uhel e lu an Unvaniezh, ganet e-touez ar bobl. Speredek hag hegarat met prim da lakaat e boned ruz pa vez kaoz eus e c'hoar.
- Dogman, un ezel leal eus bagad Logen, sklêrijenner mailh.
- Ferro Maljinn, ur plac'h du bet sklavezh ha terc'het diouzh an impalaeriezh Gurka. Ar c'hoant a zo ganti lazhadegañ ar muiañ niver a soudarded eus Gurkha ha dreist-holl an impalaer. N'eo ket tomm gant kaout liammoù gant an dud.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Abercrombie, Joe. Joe Abercrombie - Books. 'JoeAbercrombie.com'. Diellet er skrid orin d’an 21 a viz Genver 2013. Kavet : 21 Jan 2013.
- ↑ Two's Company (12 January 2016).
- ↑ Blog Entry (12 January 2016).
- ↑ Abercrombie, Joe. Sharp Ends. 'JoeAbercrombie.com'.
- ↑ Blog Entry (29 June 2018).