Thor
Thor (Þórr en norseg, ma za eus *Þunraz “kurun” e kentgermaneg) eo Aes gwarezer Midgard er wengelouriezh lec'hlennat.
Gantañ e ta an nerzh e aotr ar c'hurun, kresk ar gwez ha lusk an elfennoù.
Roudoù eus Thor a zo adalek oadvezh ar romaned, hag e oa brudet a-walc'h gant ar vikinged e-pad kristenidigezh an norzheuropa. Arouezoù bihan e vorzhol Mjöllnir a oa douget gant kalz anezhe. Ha meur a zen o doa ger "thor-" e-touesk o anvioù betek fin ar grennamzer.
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar mojennoù german eo mab da Odin, a oa mab da enkorfadur an douar, Jord. Pried eo da Sif ha tad da Modi (ar fulor) ha da Thrúd (an nerzh).
Hervez un doare all eo tad Magni (an nerzh), gant ar ramzez Járnsaxa (a zo kement ha Sif hervez Snorri Sturluson).
E danevell ar Ragnarök en em gann Thor ouzh Jörmungand, ar Sarpant-Bed, mab da Loki. Mervel a ra ar Sarpant. Met kontammet eo Thor, ne ra nemet nav c'hammed war-raok ha mervel ivez.
-
Thor gant e vorzhol Mjöllnir, hag e c'houriz hud, en un dornskrid islandek eus an Ensavadur Árni Magnússon
-
Thor en e garr, sachet gant daou vouc'h, oc'h en em gannañ gant ar ramzed, M. E. Winge, 1872
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia | ||
---|---|---|
Odin | Thor | Baldr | Njörðr | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg | Sif | Nanna | Forseti | Freya | Idunn |