Traezh
- Gwelout ivez traezh (lec'hanvadurezh)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur c'harregad poultrennek ennañ silik eo an traezh (reizh gourel ha furm a-stroll ivez). Graet eo gant grouan bihan-tre dezhañ al liv gwenn pe velen. Kavet e vez a-hed an aod, dindan ar mor, er dourredennoù ha e lec'hioù 'zo war an douar. Implijet e vez stank traezh evit ober simant, unan eus danvezioù pennañ ar saverezh.
Stummoù douarel krouet diwar an traezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Traezh pe draezhennoù an aod
Tuchennoù traezh a gaver paot a-hed aodoù 'zo. Krouet e vezont diwar an avel-vor o kas an traezh pelloc'h ken eo goloet lodennoù eus an douar. A-wechoù e vez graet eus ar ger tevenn evit hec'h envel (da skouer an Ardeven, diwar àr ha tevenn, pa gaver erinoù e-leizh a zo eno.
- Erv-traezh
Er mor, en aberioù hag e stêrioù 'zo e vez kavet reuzeulioù, da lavaret eo bernioù traezh. Dre ma vez lies donder an dourioù (koulz er mor hag er stêrioù) e vez alies ar reuzeulioù ur skoilh evit ar verdeadurezh pe ar bageerezh. Ur reizhiad merkoù a gaver evit menegiñ an dañjer.