Venostes
Ar Venostes (Venostes pe Venostae e latin ) a oa ur meuriad Kelted pe Raeti eus an Alpoù hag a oa o chom e Raetia, er saonenn anvet hiziv Val Venosta pe Vintschgau, e Sutirol, e proviñs Bolzano. Dont a ra an anvioù Val Venosta ha Vintschgau eus hini ar Venostes.
Edont er su d'ar Focunates, er c'hornôg d'an Isarci, en norzh d'an Tuliassi, hag er reter d'ar Rugusci.[1]
Diasur eo o orin etnek. Hervez ar skrivagnerien int bet deskrivet evel Kelted pe Raeti[2][3].
Monumant Turbia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Engravet e oa bet o anv war ar monumant anvet Tropaeum Alpium e Turbia, en enor d'an impalaer Augustus, ma'z eo bet merket anvioù ar pobloù trec'het gantañ. Reted marteze e oa ar Venosted, evel o amezeien, Kelted marteze ivez rak ar wrizienn *wen- a gaver en o anv evel en hini un toullad pobloù all, Kelted peuvuiañ, hogen Germaned pe Slaved ivez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mammennoù an Henamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pliny (1938). Natural History, Loeb Classical Library. Harvard University Press. ISBN 9780674993648.
Levrioù a vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bundi, Martin (2014). "Val Venosta". Historisches Lexikon der Schweiz
- Talbert, Richard J. A. (2000). Barrington Atlas of the Greek and Roman World. Princeton University Press. ISBN 978-0691031699.
- Waldherr, Gerhard H. (2006). "Venostes". Brill's New Pauly. DOI:10.1163/1574-9347_bnp_e12200260
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|