Yann Iañ (dug Normandi)
Yann Dizouar (John Lackland e saozneg; Jean sans Terre e galleg) a oa roue Bro-Saoz ha dug Normandi adalek Ebrel 1199 betek e varv e 1216. N'eus bet nemet un dug Yann en istor Normandi, nag ur roue “Yann” en istor Bro-Saoz, ha Yann Dizouar an hini e oa. A-wechoù e vez graet e anv ofisiel, Yann Bro-Saoz, anezhañ. E-kerzh e ren e voe kollet Normandi gant Bro-Saoz.
Brudet eo e anv en istor Breizh pendeogwir e lazhas e niz Arzhur Iañ, dug yaouank Breizh.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa d'ar 24 a viz Kerzu 1166 ha marvet d'an 18 a viz Here 1216). Mab yaouankañ ar roue saoz Herri II hag e wreg Eleanora Akitania e oa. Breur yaouankañ ar roue Richarzh Iañ hag an dug Jafrez II e oa.
Deuet e oa an anv "Dizouar" dezhañ dre ma ne oa ket e dad evit reiñ douar dezhañ a-raok marv e vreudeur all.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Eost 1189 e timezas da Isabelle de Gloucester, merc'h pennhêrez Guillaume fitz Robert, 2l kont Gloucester. Bugel ebet n'o doe. Goude bout anvet da roue en 1199 e reas dispenn an dimeziñ gant ar pab Inosant III dre an abeg a genwadelezh. Isabel a addimezas da Geoffrey de Mandeville, ha goude intañveziñ, da Hubert de Burgh.
Orgedet e oa ouzh Isabelle d'Angoulême, ur plac'h yaouank ugent vloaz yaouankoc'h egetañ, merc'h da Aymer Taillefer, kont Angoulême, hag a oa prometet da Hugues X de Lusignan. Addimeziñ a reas Yann e Bourdel e miz Eost 1200 da lakaat a reas kurunenniñ Isabelle d'Angoulême evel Rouanez bro-Saoz en Abati Westminster e miz Here[1]. Pemp bugel o doe :
- Herri (1207 – 1272) a voe roue war e lerc'h, evel Herri III;
- Richarzh Kernev-veur (1209 – 1272),
- dimezet en 1231 da Isabelle de Pembroke († 1240)
- addimezet en 1243 da Sancie de Provence (1228 – 1261), merc'h da Raymond-Bérenger V, kont Provañs.
- addimezet en 1269 da Béatrice de Falkenstein (1253? – 1277), hagur verc'h o doe;
- Janed Bro-Saoz (1210-1238),
- dimezet en 1221 da Alexander II, roue Bro-Skos (1214-1249),
- Isabella Bro-Saoz (1214 – 1241),
- dimezet en 1235 da Frederig II an impalaeriezh Santel, Impalaer santel (1194 – 1250),
- Aliénor d'Angleterre (1215 – 1275),
- dimezet en 1224 da Guillaume de Pembroke (1190 – 1231),
- addimezet en 1239 da Simon V de Montfort (1208 – 1265), kont Leicester.
Besterd en doe ivez :
- Janed, priñsez Kembre, dimezet da Llywelyn Fawr, priñs Kembre
- Richard Fitz Roy, (avec Adela, fille de son oncle Hamelin de Warenne), baron Chilham.
- Oliver FitzRoy, mab d'ur vaouez anvet Hawise, a ambrougas kannad ar pab Pélage da Damiette, en 1218, ha ne zistroas ket.
- Maud FitzRoy († 1252), leanez, hag abadez goude, e Barking en 1247.
- Isabel FitzRoy, pried da Richard Fitz Ives.
- Philip FitzRoy, bev bepred en 1263.
An anv FitzRoy a oa un anv normanek a dalveze kement ha mab d'ar roue, diwar Fitz.
En e raok: Richarzh Iañ |
Roue Bro-Saoz 1199 – 1216 |
War e lerc'h: Herri III |
- ↑ Alain de Sancy, Les ducs de Normandie et les rois de France, pp. 112-113.