Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Yann Tiersen

Eus Wikipedia
Yann Tiersen
Ganet d'an 23 a viz Even 1970
Brest, Breizh
Micher(ioù) Oberour, Sonaozour, Displeger
Benveg(où) Biolin, Piano, Gitar
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1995
Label(ioù) Ici d'ailleurs
Lec'hienn ofisiel http://www.yanntiersen.com

Yann Tiersen, bet ganet e Brest d'an 23 a viz Even 1970, a zo ur sonaozour ha kaner breizhat.

Ez yaouank e tiskoueze Yann Tiersen bezañ troet gant ar sonerezh muioc'h eget gant ar skol. Tremen a reas e vugaleaj e Roazhon e-lec'h ma teskas seniñ violoñs ha piano, hag ivez ren ul laz-seniñ. Eus ur stummadur klasel e troas war-zu ar rock pa oa gour. E-pad ar bloavezhioù 80 ez eas e meur a strollad disheñvel troet war ar rock, e Roazhon. Da c'houde e krogas da skrivañ pezhioù sonerezh evit ar c'hoariva pe evit filmoù berr.

E 1995 e voe embannet e gentañ bladenn, La Valse des monstres, hag a stroll tammoù eus e labour graet evit ar sinema hag ar c'hoariva. Daou vloaz goude e embann ur bladenn nevez, Rue des cascades. An titl hag a ro e anv d'ar bladenn, kanet gant Claire Pichet, a zo implijet ur bloaz goude embann ar bladenn evit ar film La Vie rêvée des anges. Memes ma erru da vezañ anavezet e Roazhon ne zeu ket a benn da vezañ anavezet gant ar selaouerien all.

E bladenn Le Phare e 1998 a lako anezhañ da vezañ brudet, dreist-holl gant ar ganaouenn Monochrome e-lec'h ma kan Dominique A. Ar bladenn-se a lako anezhañ da dremen muioc'h-mui war ar radioioù ha da adembannañ e bladennoù aet maez a-raok. Er bloavezh-se e ra Yann Tiersen meur a abadennoù, hag e-pad an Transmusicales eus Roazhon, reiñ a ra un abadenn dreistordinal evit France Inter en abadenn C'est Lenoir eus Bernard Lenoir, gant meur a dud pedet : François Breut, Dominique A, The Married Monk, ar re dTêtes Raides, Mathieu Boogaerts, Bertrand Cantat (kaner Noir Désir) ha Neil Hannon (The Divine Comedy), hag ur bladenn az aio maez eus an abadenn-se : Black Session.

Mont a raio maez ur bladenn all ar bloavezh-se, Tout est calme, un albom muioc'h rock ennañ.

Eus e genlabour gant Bertrand Cantat ez aio maez e 1999 ur remix eus kanaouenn Noir Désir, A ton étoile, hag a zo war an albom One trip, one noise eus ar strollad-mañ.

Ret e vo gortoz betek 2001 evit klevet sonioù nevez gant e bladenn L'Absente, e-lec'h m'o deus kemeret perzh kalz a arzourien. Ar memes miz ez a maez bandenn-son ar film Le Fabuleux Destin d'Amélie Poulain, hag a vo gwerzhet muioc'h eget 700 000 gwech. E Bro-C'hall e vo roet Victoire de la musique ar bandenn-son gwellañ dezhañ.

E miz Ebrel 2001 e voe embannet bandenn-son ar film Le Fabuleux Destin d'Amélie Poulain, sevenet gant Jean-Pierre Jeunet. Ul lodenn vras eus an tonioù 'zo bet embannet gant Yann Tiersen war pladennoù all c'hoazh. Daou ditl hepken n'int ket bet skrivet gantañ. Ouzhpenn daou vilion a bladennoù 'zo bet gwerzhet en holl. Bet eo evel-henn trec'h war Cesar ar Sonerezh wellañ e miz Meurzh 2002.

E 2002e kendalc'h Yann Tiersen da reiñ abadennoù, hag un albom-doubl live a za maez goude un abadenn dreistordinal e Pariz : C'était ici. Aze e vo ivez tud pedet eus e abadennoù tremenet met ivez tud nevez pedet.

E 2003 e ra bandenn-son evit ar film Good bye, Lenin!. Hag ar bloaz goude e ra ur bladenn e daouad gant Shannon Wright.

E bladenn Les Retrouvailles, deuet e-maez e 2005. Yann Tiersen en deus bet kenlabouret gant meur a arzour all, en o zouez Jane Birkin, Dominique A, Miossec, Elizabeth Fraser (eus Cocteau Twins) hag ar c'haner Stuart Ashton Staples (eus Tindersticks).

D'an 19 a viz Mae 2014 e embann Yann Tiersen ur bladenn nevez, enrollet e-barzh ur studio, anvet Infinity, war Enez-Eusa hag e Bro-Island.

E 2015 e krog gant ur stummadur hir war ar brezhoneg kinniget gant ar gevredigezh Stummdi. Roet en deus ar stummadur-mañ tro dezhañ da gompren gwelloc'h anvioù-lec'h Enez Eusa met ivez da lenn barzhonegoù e brezhoneg. E 2016 e embann neuze ur bladenn evit enoriñ dek lec'h disheñvel eus an enezenn, anvet Eusa. Enrollañ a ra evel-henn trouzioù al laboused, ar gwez, ar mor evit diskwel pegen pouezus eo pinvidigezhioù an natur evitañ. Luc'hskeudenniñ a ra al lec'hioù-se ivez.

D'an 19 a viz C'hwevrer tremenet, en deus Yann Tiersen embannet e bladenn ziwezhañ (anvet All), enrollet en e studio nevez, an Eskal, war Enez-Eusa. Adkempennet en deus eta an toull-noz kozh evit sevel ur sal-arvestiñ hag ur studio-enrollañ.

Gant Skolaj Diwan Ar Faou

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2015 e ro harp d'ur raktres gant Skolaj Diwan Ar Faou[1].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]