Zadar
Neuz
Zadar (anvet Zara en italianeg) zo ur gêr eus Dalmatia, e Kroatia. Emañ war ribl Mor Adria. 75 082 a dud a oa o vevañ e kêr e 2011.
Roud eus ar gêr a gaver a-gozh, adalek an Impalaeriezh roman, da vare Impalaeriezh Bizantion goude-se, e Kroatia adalek an IXvet kantved, e Republik Venezia da-c'houde, adalek 1006. Etre 1797 ha 1920 e oa en Aostria-Hungaria, en impalaeriezh an Habsbourged. Goude ar Brezel-bed Kentañ e voe staget ouzh Italia ha goude an Eil Brezel-bed en em gavas e Yougoslavia. Pa'z eas ar vro-se d'an traoñ e voe emgannoù taer en-dro da Zadar, e 1995. Abaoe emañ ar gêr e Kroatia.