Zefyros
Zefyros (Ζέφυρος e gregach) eo doue kuñv an avel Gornôg, unan a-douez an Anemoi (an Avelioù), e mojennoù Hellaz kozh.
Mab e oa da Eos ha da Aiolos hag e vreudeur e oa Boreas (avel an Norzh), Euros (avel ar Reter) ha Notos (avel ar Su).
E gevatal roman e oa Favonius hag hemañ a oa mestr war ar plant hag ar bleuñv ouzhpenn.
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Zefyros ha C'hloris
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a rae Zefiros en ur c'hev e Thrakia (Bro-C'hres).
Skrapat a reas an nimfenn C'hloris hag e roas dezhi beli war ar bleuñv. O mibien a oa anvet Karpos, Mopsos hag Ampyks.
Zefyros hag Hyakinthos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' e oa ur priñs e Sparta, ur c'hoant a zen, Hyakinthos e anv, hag a oa deuet da vezañ amourouz Apollon. Hini Zefyros e oa bet ivez hag hemañ a oa savet gwarizi ennañ. Pa oa Apollon hag e amourouz o vannañ kantennoù e c'hwezhas Zefyros un barrad-avel ken kreñv ma'z eas ur gantenn da stekiñ ouzh penn Hyakinthos hag hemañ a voe lazhet moust
Diwar e wad e krouas Apollon ar blantenn anvet hyakinthos e gresianeg (louzaouenn ar goukoug).
Zefyros ha Psyc'he
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa Kupidon o klask karantez Psyc'he e voe kaset ar plac'h gant Zefyros betek kev Kupidon.
Zefyros ha Podarge
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou vab all, Balios ha Ksanthos, a voe ganet dezhañ gant an Harpienn Podarge.