Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Zoe Zaoutzaina

Eus Wikipedia

Zoe Zaoutzaina, marvet e miz Mae 899, a oa merc'h da Stylianos Zaoutzes, kargad uhel e lez impalaer Bizantion, hag a voe eil pried an impalaer Leon VI ar Fur.

An oberenn Theophanes Continuatus, skrivet gant gant meur a bluenn en amzer Constantine VII, a gendalc'h gant kronik Theophanes the Confessor. Hervez Theophanes eta e oa dimezet Zoe da Theodore Gouniatzizes da gentañ, un den eus al lez ha n'anavezer ket. Pa varvas he fried e teuas da vout serc'h an impalaer. Kontammet e vije bet ar gwaz, ha Leon VI ne vije ket gwenn e zorn.

Hervez Symeon Metaphrastes e oa orgedet Leon ouzh Zoe en trede bloavezh e ren, war-dro 889 eta neuze. En amzer-se e oa dimezet Leon da Theophano, merc'h da Constantine Martiniakos. Aozet e oa bet an dimeziñ-se gant e dad Basil Iañ. Ur verc'h o doa, met n'eo ket un dimeziñ a garantez e oa.

Kenimpalaerez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E seizhvet bloavezh ren leon, war-dro 893 eta, en em dennas Theophano d'ur manati e karter Blachernae Konstantinopolis. Ur vaouez deol e oa-hi bet a-hed he buhez. Daoust ha dre gaer pe dre heg en em dennas ne lavar na Theophanes na Symeon. Zoe bepred a gemeras he lec'h er palez hag e buhez al lez. Un tamm dislavat avat zo diwar-benn pe lec'h resis he devoa etre 893 ha 897.

Hervez De Ceremoniis gant Constantine VII, Leon VI ha Zoe o devoa div verc'h da nebeutañ. Koulskoude hervez an eilskridoù disheñvel eo anvioù-badez disheñvel a lenner evit an eil:

  • Anna. A vije marvet en-yaouank. Beziet gant he zad hag he mamm en Iliz an Ebestel Santel.

Dihellskridoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Theophanes Continuatus, Chronicle.
  • Symeon Metaphrastes, Chronicle.
  • Constantine VII, De Ceremoniis.
En he raok
Theofano, pried Leon VI
Zoe Zaoutzaina
Impalaerez Bizantion
886-912
War he lerc'h
Eudokia Baïana