Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Zorro

Eus Wikipedia

El Zorro zo un haroz e kentañ romant ar skivagner stadunanat Johnston McCulley e 1919. Daou-ugent vloaz goude e tapas brasoc'h brud gant ar filmoù skinwel Zorro, anezho 80 rann a 25 munut, rannet etre daou goulzad, produet gant ar studioioù Disney etre 1957 ha 1961. E gwenn ha du e oa ar filmoù-se a-raok bezañ dazlivet e 1992. E 1965 e oant bet skignet e Frañs evit ar wezh kentañ. A-hend-all ez eus produet un daou-ugent film bennak gant Zorro evit ar sine.

Talvout a ra anv an haroz kement ha louarn e kastilhaneg. Ur justisour masklet eo Zorro, gwisket e du penn-kil-ha-treid, ha stourm a ra ouzh an direizhded a vez graet diehan d'ar bobl baour e Kalifornia spagnol an xixvet kantved. 

Pa ne vez ket Zorro o vont d'ar pevar lamm ruz war kein e varc'h du, Tornado e anv pe oc'h en em gannañ ouzh ur mac'homer bennaket e vez o pourmen e galite e gwarnizon Monterey, nepell a-walc'h diouzh Los Anjelez, dilhad kran gantañ. Ur gwaz yaouank eus pinvidiien ar vro eo, distro eus Bro-Spagn ma oa aet di d'ober e studi. Goût a ra kontañ kaer d'ar merc'hed. Don Diego de la Vega eo e wir anv ha mab eo da Don Alejandro de la Vega, un aotroù a orin spagnat, mestr ur plas bras, a vez doujet gant an holl er vro. Klask a ra Don Diego chom hep diskouezhañ e oar diouzh ar c'hlezeta ha eñ ha'n em lakaat da zen dizesk war-wel d'an dud, tuet d'ar sonerezh zoken. Bernardo a vez oc'h ober mevel gantañ ha eñ fidel ha mut. Diskouezhañ a ra hennezh bezañ bouzar evit selaou an dud en dez da spiañ hep goût dezho e kompren mat ar pezh a lâront. Ne c'hwit ket ar justisour war e dro d'ober al lu gant ar serjant Garcia e gof bras a vez kaset war e lerc'h gant komandant ar gwarnizon, un den fall ha didruez anezhañ. Lezel a ra Zorro e verk war e lerc'h; ur Z a venn lâret Zorro hag a skriv gant beg e gleze…

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.