Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1846/Fontanella

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Fontanella.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 94-102)



IX


FONTANELLA.


(Ies Treger.)


I.


Fontanellan, a barrez Prad,
Bravan map a wiskaz dillad,
En deuz lammet eur benn-herez
Diwar barlen he magerez.

— Penn-herezik, d’in leveret,
Petra er c’hleuz-ze a glasket ?
— Klasket a rann boukejo han
D’am breurik mager a garann ;

D’am breurik mager a garann,
Klasket a rann boukejo han,
Hogen aon ’m euz, ken a grenann,
Na erruje Fontanellan.

— Penn-herezik, d’in leveret,
Fontanellan a anaveet ?
— Fontanellan n’anaveann ket,
Klevet komz anean ’m euz gret,

Klevet komz anean ’m euz gret,
Laret oa gwall botr, ’m euz klevet,
Laret penoz e lamm merc’hed.
— Ia ! ha dreist-holl penn-herezed ! —

Tre he ziou-vrec’h he c’hemeraz,
Hag he briatat a reaz,
Ha war lost he varc’h he zolaz,
Ha da Zant-Malo he c’hasaz.


Da Zant-Malo neuz hi c’haset,
El lean-di neuz hi laket,
Ha pa oe pevarzek vloa net,
Neuz hi c’hemeret da bried.


II.


Da vaner Koadelan int eet ;
Eur mab bihan e deuz ganet,
Eur mab ker koant evel ann han,
Henvel d’he dad Fontanellan.

Ken a oa eul lizer digouet :
Da Bariz e oa red monet,
— Ho eunan, aman ho loskann,
Da Bariz raktal e eann.

— Fontanellan, chomet er ger ;
Pean a rinn eur c’hannader ;
Enn han Doue, na et ket di ;
Ma et di na ziztroec’h mui.

— Peuz ker da gaout aon e-bed ;
Me ia ma unan d’ho c’haouet ;
Gret ervad d’am mabik bihan,
Keit e vinn pell deuz ar ger-man. —

Fontanellan a lavare
D’ann dud iaouank, pa ziblase :
— Me rei eur vanniel ar gaeran,
D’ann itron Vari Rozeran ;

Banniel ha dilad ar gaeran,
Ma po sonj ouz Fontanellan ;
Ha damant ouz he vab bihan,
Ken na ziztroi da Goadelan. —



III.


— Demad, roue ha rouanez,
Deut onn d’ho kaout enn ho palez.
— Pa oc’h deut, deut mad e viet !
Mez a ac’han na iefec’h ket.

— Mez a ac’han me a ielo,
Otro roue, pe ni welo !
Sternet d’in-me ma inkane,
Ma inn-me d’ar ger adarre.

— Da Goadelan na iefec’h ket ;
D’ar prizon, ne lavarann ket ;
Chadennou awalc’h zo em zi,
Evit chadennan daou pe dri.

— Pachik, pachik, pachik bihan.
Ke ker skanv trezek Koadelan,
Ha lavar d’ar benn-herez kez
Ma na zougo mui dantelez ;

Ma na zougo mui dantelez,
Hag he fried paour zo diaez ;
Kas d’in eur roched da wiskan,
Hag eul liser d’am liennan.

Kas d’in, te, eur roched lien,
Hag eul liser vraz lien gwenn,
Hag ouspenn eur plad alaoured,
Da lakat va fenn da zellet ;

Dal eur guchen euz va bleo-man,
Da stagan deuz dor Koadelan
Ma laro re iei d’ann iliz :
True Doue war ar markiz !


— Kaset bleo kement ma gerfet ;
Evid plado aour na vern ket ;
Tol’t vo he benn war ar pae,
Da c’hoari boul d’ar vugale. —

Ar pachik bihan lavare,
E Koadelan pa errue :
— Demad, demad d’hoc’h penn-herez,
Gwelloc’h eit zo gan ’nn otro kez !

Eur roched a c’houl da wiskan,
Hag eul liser d’he liennan,
Hag ouspenn eur plad alaouret,
Da lakat he benn da zellet —


IV.


Re Bariz a oa souezet,
O c’houzout petra oa digouet,
Gwelet eunn itron a bell vro,
Trouz braz gant hi, dre ar ruio,

— Chetu penn-herez Koadelan
Gant hi eur ze c’hlaz ha ledan ;
Ma ouife pez a ouzonn me,
Eur vroz du-pek a gemerfe.

— Otro roue, ha me ho ped,
Ma fried d’in-me daskoret.
— Ho pried d’hoc’h ne zasinn ket,
Tri de zo e ma bet torret. —

Neb a zeufe da Goadelan,
En defe keun ha nec’haman,
En defe keun braz o welet
Maro ann tan war ann oaled,


O welet al lennad kreski
E toull ann nor hag el leur-zi
El leur-zi hag enn kreiz ar zal,
Hag ann dud fall eno’ vragal ;

Hag ann dud paour, enn eur dremen,
O welan, sivoaz, gand anken,
O welan, o komz evelhenn :
— Setu maro mamm ar beorien !


————