Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Liskildri

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 79-243)


LISKILDRI



Et eo Liskildri da Bariz,
Emberr e vo pevarzek miz (bis).

Ha benn ma distroio d’ar ger,
Hen a vo zur a c’heritier ;

Hen a vo zur a c’heritier :
Trugarekat ar miliner ;

Trugarekat Fransez Simon,
En euz debochet he itron.

Pa distro Liskildri er vro,
Hen a sko rust war he borjo ;

Hen a sko rust war he borjo.
Ha den na deu d’ho digorro.


Eur vatez vihan oa en ti,
E bell e oa o cherviji,

E bell e oa o cherviji,
Hag a deuaz d’ho digerri ;

Hag a deuaz d’ho digerri
Ha lavaraz da Liskildri :

— Ma kered n’em diskuilfed ket,
Me konto d’ac’h eur sekret.

Eman ’nn itron etal ann tan,
O tomman ’nn eritiour bihan ;

Ha m’ar geo glaz he zaoulagad,
Fransez Simon zo de-han tad ;

Ha m’ai geo melen bleo he benn,
Hen vo c’hanvet ar Simonen. —

— O ma itron, d’in-me lered,
Da biou eo ar bugel-ze domed ?


Hennez a ’zo d’am mererez,
Ha me zo d’ez-han meronez.

— O ma itron, gaou a lered :
Rak d’ac’h eo ’r bugel-ze, domed ;

Rak d’ac’h eo ’r bugel-ze, domed :
Fransez Simon zo d’ac’h kiriek. —

— Me ho tisko, Simonik fin
Da tronsan ar zeiou satin ;

Ar ze satin bordet gand aour
Na zireou ket euz ann dud paour.

— Pa c’harue ’barz ar vilin
Oc’h azee war benn ma glin ;

Ac’hane lampe ar gwele,
Ma gelve poultren a-neuze ;


Ma galve poultren ac’hane :
Otrou, ha c’houi a andurfe ?

’Nn otronez ’ro peb a ziner
Da lakat krouga ’r miliner.

’Nn otronezed ’ro peb a skoed
Da c’hars na n’ije droug ebed.

Fransez Simon a lavare
’R bazenn huellan pa bigne ;

— Me ’wel ac’han tri-c’houec’h tourel,
’Zo en-he tri-c’houec’h dimezel ;

A zo en-he tri-c’houec’h itron :
Oll int groage da Fanch Simon. —


Chanté par M. Grégoire Delafargue, de Plougonver.


LISKILDRI
LISQUILDRY

\score {
\relative c'{
    \clef treble
    \tempo \markup { \italic "Allegro Moderato"}
    \autoBeamOff
    \key c \major
    \time 6/8
    \partial 8*3
    a' 8 c b a4. a8 c b | a4. a8 c b | \break
    a4 b8 \acciaccatura b( a[)( g]) f | e4. a8 c c | b4 d8 c4 b8 | a4. \bar "|." 
}
\addlyrics {
Et eo Lis -- kil -- dri da Ba -- riz, Em -- berr e
vo pe -- var -- zek miz Em -- berr e vo pe -- var -- zek miz.
}
  \layout {
  indent = #00
  line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


————