abeg
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatholicon (1499): abec.[1]
Anv-kadarn
abeg /ˈɑːbɛk/ gourel (liester : abegoù)
- ar pezh a zispleg perak ; un abeg mat, un abeg fall
- Eun abeg fall a oa hennez, hag eun dra bennak all eo a c'hoarie ganto. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 29.)
- klask abeg
- kaout un abeg da ober tra pe dra:
- Ma n'eo ket diskiantet evelato, en deus bet eun abeg vat bennak da ober an dra-man. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 92.)
- kavout un abeg da ober tra pe dra
- Atav e kavent, evit dont a-benn eus o zaol, un abeg bennak ; ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 12.)
- ober un dra hep abeg
- ..., rak diwar an disterañ digarez hag alies hep tanfoeltr abeg ebet, e stage da leñvañ druz. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 12.)
- kavout abeg e tra pe dra
Deveradoù
Troioù-lavar
- dre an abeg, dre'n abeg
- en abeg da un dra bennak
- gant gwir abeg
- hep gwir nag abeg
- kavout abeg e
- klask abeg
Krennlavaroù
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
- ↑ Jehan Lagadeuc, Abec, Le catholicon en troys langaiges scavoir est breton franczoys et latin, 1499, war lec'hienn ar Bibliothèque nationale de France.