deredas
Neuz
Brezhoneg
Furm verb
deredas /deˈreːdas/ /diˈreːdas/
- Furm ar verb deredek e trede gour unan an amzer-dremenet strizh, en doare-disklêriañ
-
- Ar sakrist, pa glevas son ar c'hleier, e-kreiz an noz, a deredas. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 201.)
- Gant ur c'hemmadur dre vlotaat (war-lerc'h ar stagell isurzhiañ pa) :
- [...], krog e oan da vorediñ pa ziredas va zad d'am bete. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 44.)
- Gant ur c'hemmadur mesket (war-lerc'h ar rannig-verb e hag ar stagell isurzhiañ ma) :
- Pa voe klevet e oa erruet mab ar roue er bourk e tiredas an dud d'hen gwelet. — (Marsel Klerg, Faltazi an amzerioù kent, Mouladurioù Hor Yezh, 1999, p. 22.)