Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

goaf

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Kavet en henvrezhoneg guugoiou.
Meneget er C'hatolikon (goa).
Da geñveriañ gant gwayw « broud, pistig » en kembraeg, guw en kerneveureg, gái en heniwerzhoneg, ga en iwerzhoneg ha gath en skoseg.
Deuet eus ur ger keltiek *gaison « goaf, lañs », eus ur wrizienn indezeuropek *gʰois-ó-, da dostaat ouzh geer en nederlandeg, khaîos (χαῖος) « krosenn » en henc'hresianeg ha hḗsaḥ « arm » en sañskriteg.

Anv-kadarn

goaf /ˈɡwafː/ gourel (liester : goafioù)

  1. Arm anezhañ un troad hir hag ur beg houarn pe goad.
    • Deredek a ra tremazañ, e c'hoaf startaet e pleg e ilin dehou, o kinnig toullañ-didoullañ e enebour. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 63.)
    • — .... Tizet eo bet, me oar vat, gant eun taol goaf pe eun taol kleze bennak, e-kreiz an emgann, ha neuze eo kouezet ha kollet, hep gouzout d' in. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 35.)
  2. Perchenn a vez graet ganti da bellaat pe dostaat ur vag.
Ur goaf (bidev)

Gerioù heñvelster

  1. pik
  2. bidev

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troidigezhioù

lañs, pik
bidev