kaout soñj
Neuz
Brezhoneg
Troienn verb
- kaout soñj
- "Bet soñj, paotr kozh, mil lur zo da c'hounit... " — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 93.)
- — [...]... Pet sonj, Pipi, aman e chomfet fenoz. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. IV.)
- Ac'han, keit hag am eus soñj, piou a zivino, m'oc'h tud a skiant, eun divinadell fentus am eus klevet hizio e ti ar fererez :
Petra ' zo a bell pe a dost
lagad d'ezañ e beg e lost ?
[...].
FULUP. — Eur gastelodenn, Monig !... [...]. — (Jarl Priel, Ar Vatez vihan, Sav niv. 29, Diskar-amzer 1944, p. 17.)
- kaout soñj eus un dra, kaout soñj eus unan bennak
- - [...] bet soñj mat a se, pe n'am gwelfet ken. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 94.)
- Euz an traou koz am-bez soñj, euz an traou nevez-dremenet n'am-bez ket. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 192.)
- N'em eus ket a soñj eus an dro-se. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 543.)
- « Az pez soñj eus ar pez ac’h eus gwelet ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 38.)
- kaout soñj en un dra, en un den
- Kan gwerz Pleuveur. — Ya, ma'm bije soñj enni ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 161.)
- O ! me a oa bet hag a ouïe gwerziou kaer ha bremañ n'em-eus ket eur zoñj enno. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 481.)
- kaout soñj (dirak un islavarenn-diskuliañ)
- N'az-peus ket a zoñj az-poa bet eul lïen-groñj ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 317.)
- kaout soñj (da) ober un dra
- anv-verb kaout, heuliet gant soñj ober
- kaout soñj labourat — (Frañsez Kervella, Yezhadur Bras ar Brezhoneg, Brest, 1947, 1976, p. 186.)
- soñj ober heuliet gant kaout displeget
- soñj mont d'az kwelout am boa disul a zeu — (Frañsez Kervella, Yezhadur Bras ar Brezhoneg, Brest, 1947, 1976, p. 186.)
- kaout displeget heuliet gant soñj da ober
- da belec'h en deus soñj da vont — (GBAH, p. 1187a.)
- soñj heuliet gant kaout displeget ha da ober
- ..., ha soñj am eus c’hoazh da vezañ klevet ma maeronez, daoust d’ar bloavezhioù hir a oa tremenet abaoe, o « chupennañ » warno gant kasoni. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 20.)
- soñj am boa da vont d'az kwelout a zeu — (Frañsez Kervella, Yezhadur Bras ar Brezhoneg, Brest, 1947, 1976, p. 186.)
- anv-verb kaout, heuliet gant soñj ober