Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

olifant

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Olifant Afrika (1)
Stilhonoù olifant (2)

Etimologiezh

(1499)[1] Eus ar c'hrennvrezhoneg olifant[2], eus al latin elephantem.
Da geñveriañ gant ar c'hembraeg eliffant / oliffant hag ar c'herneveureg olyfans.

Anv-kadarn

olifant /o.ˈli.fãnt/ gourel (liester olifanted)

  1. (Loenoniezh) Bronneg tevgroc'henek, dezhañ daou stilhon (pe skilf) ivor hag un drompilh. Musellat a ra an olifant.
    • Setu olifanted o labourat. Ar bleinier pe ar c'hornag a zo pignet lijer war chouk an olifant hag e ren gant ur vazhig. — (Visant Fave, War Roudou or Misionerien, Brest, 1989, p. 109.)
  2. Danvez kalet stilhonoù an olifant, ivor

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troidigezhioù

bronneg (1)

ivor (1)

Gwelet ivez

  • Ar pennad « olifant » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia

Daveoù

Roll an daveoù :


Afrikaans

Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)

Anv-kadarn

olifant

  1. Olifant (bronneg).


Henc'halleg

Etimologiezh

Eus al latin elephantem.

Anv-kadarn

olifant /Distagadur ?/ gourel

  1. Olifant (bronneg).
    • Desore un olifant, qui tant ot de vigor,
      En monta la pucele, si blenche conme flor;
      Et tieus quinze puceles vont o lui par amor,
      La moins enparentee fu fille d'aumaçor.
      (Le siège de Barbastre)
  2. Olifant, ivor.
  3. Korn-boud kizellet en ur stilhon olifant.
    • Cumpainz Rollant l’olifan car sunez :
      Si l’orrat Carles, ferat l’ost returner,
      Succurrat nos li reis od tut sun barnet.
      (La Chanson de Roland)


Galleg

Etimologiezh

Eus al latin elephantem.

Anv-kadarn

olifant /ɔ.li.fɑ̃/ gourel

  1. Korn-boud kizellet en ur stilhon olifant a veze implijet da vare ar grennamzer er brezel hag er chase.
    L’olifant de Roland. - « Korn-boud Rolland. »


Nederlandeg

Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)

Anv-kadarn

olifant

  1. Olifant (bronneg).

Distagañ

Evit selaou : [ˈoliˌfɑnt]


Papiamento

Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)

Anv-kadarn

olifant

  1. Olifant (bronneg).

Gerioù heñvelster