ret
Neuz
Brezhoneg
- Tostaat ouzh rhaid e kembraeg.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | ret |
Derez-uheloc'h | retoc'h |
Derez-uhelañ | retañ |
Derez-estlammiñ | retat |
- Bezañ ret → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- Red eo. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 435.)
- Te a zo o kerhad dour ? — Ya, red mad eo ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 436.)
- — N'eo ket ret tamm ebet, emezañ. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 88.)
- — Neville, emezi, mantret on, met pa vez ret 'vez ret. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 281.)
- Bezañ ret ober un dra bennak : rankout ober un dra bennak
- Hag a deuz d'in-me lavaret
Eureuji d'ez-hi vije red. — — (Fañch an Uhel, Gwerziou Breiz-Izel 1, An Oriant, 1868, p. 6.) - Ret eo krediñ en doa bet c'hoant ar soudard da lammat dreist ar ganol, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 224.)
- Kerlaban. — N'eo ket red ober d'in kement-se a gamambre ! [...]. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 18.)
- Red e vo chench penn d'ar vaz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 35.)
- N'eo ket red kemer kement-se a boan evid kelou beva ha mervel e-neus an den d'ober war an tamm douar-mañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 45.)
- Red e vo harpa eur forhikell er blantenn-mañ evid ma chomo en he zav. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 213.)
- N'eo ket red klask pemp troad d'ar maout. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 338.)
- Red e vo tenna plouz berr da houzoud piv a c'hoarïo da genta. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 421.)
- Red e vez tremen diouz an dud. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 540.)
- Ret e vez bezañ tuet da gignat touilhed — (TBP?, p. ?.)
- Hag a deuz d'in-me lavaret
- Bezañ ret da ober un dra bennak :
- — Penaos ? Lâret din petra a vo ret da ober. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 80.)
- — Petra a vefe ret da ober ? a c'houlennas ur vouezh — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 198.)
- — [...], ha dre ma n' o deus ket graet penn-da-benn ar pezh a oa ret da ober, [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 214.)
- [...] ha penaos e oa ret da ober evit lemel Mari eus a indan galloud ar sirenn. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 255.)
- Bezañ ret da gaout un dra bennak :
- Petra zo ret da gaout evit tizhout penn hor beaj? SAAQ 89
- Bezañ ret da unan bennak ober tra pe dra
- ret eo da ub ober un dra bennak
- Ma mignon, emei, skuiz oc'h, red eo d'eoc'h mont da gousket. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 13.)
- Red e oa din beza sod : dond amañ da duriat douar ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 480.)
- Bremañ e vo ret deoc'h dimeziñ. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 163.)
- A-wechoù koulskoude, pa glañve ar vamm-gozh, ha ret dezhi chom war he gwele gant ar remm, Yun a yae, bep lun, d'ar vorc'h, da gerc'hat ur bara a bemp lur. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- Warc'hoazh e vo ret deomp diblouzañ abred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 103.)
- Red e vo din mond da varhad an eoul. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 79.)
- Red e oa din dïahubi da wele dit. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 99.)
- Red e vo dit diwezataad da zond. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 126.)
- Ret eo din eta gwelet hag-eñ e kavin tu ebet da c’houzout an doareoù amañ, PIPI 93
- bezañ ret da un den da ober un dra
- An teir friñsez eo ret din da gaout, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 21.)
- An ti a vo ret dit da skubañ bemdez, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 228.)
- Ur c’hoari bennak a vo ret dimp da ober, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 49.)
- gant un islavarenn diskuliañ en doare-divizout :
- - Ret eo e ve aet er puñs-se, a lârjont. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 17.)
- Ret eo o defe kavet un teñzaour. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 17.)
- Ret eo ho pe kollet ho skiant-vat. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 123.)
- Ret eo e ves em werzhet d'an diaoul. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/5, Al Liamm, 1994, p. 26.)
- — « Ret eo e ve hemañ ur priñs bras, [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 42.)
- — « Koulskoude, » eme Yann, « me zo paotr marchosi, ha ret eo e vec'h dall pa na anavezit ket ac'hanon. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 43.)
- Gant ur raganv e deroù ar frazenn:
- ... me zo ret din mont da glask ar pezh a ra diouer deomp. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 121-122.)
- Me ne vo ket ret luskellat ac'hanon ... — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 435.)
- Me n'eo ket ret din chom amañ d'en em lazhañ ... — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 436.)
- Gant un anv e deroù ar frazenn:
- Ar gwele-ze a vo red freuza anezañ din-me da vond d'am gwele. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 166.)
Deveradoù
Troioù-lavar
- Mervel zo ret, Dimeziñ n'eo ket.
- N'eo ket gwellaad a ra ar marc'h pa vez red e varc'hegez alïez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 305.)
- Red e vez mervel evid diskouez e vezer bet klañv. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 310.)
- Evid kelou bevañ beteg mervel ha mervel pa vo red... n'eus ket ezomm d'en em dregasiñ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 310.)
- Etre maro ha bew e vez red delc'her da vond. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 311.)
- Red a vez d'an den ober e zispign diouz e c'hounidegez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 313.)
- Red eo d'an eil paour sikour egile. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 313.)
- Red vez neuiñ pe veuziñ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 320.)
- Anduriñ a zo red, med karoud na n'eo ket. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 320.)
- Ur yar pa he devez dozvet a zo ret dezhi kanañ.
- An debriñ hag an evañ a zo ret er bed-mañ. Krennlavar.