sellout
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn sell hag al lostger -out.
Verb
sellout /ˈsɛlːut/, adstumm d'ar verb sellet. verb kreñv eeun (displegadur)
- ober selloù
- Amañ, pa vez unan o labourat e vez tri o sellout. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 460.)
- gant ur renadenn eeun
- Kement-se a sell ac’hanon. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 97.)
- sellout ouzh un den, ouzh un dra
- Sellout a reas ouzh ar C'hor gant daoulagad leun a zour. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 34.)
- Ez an da sellet ouzh an amzer. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 460.)
- Ar beorien ne vez ket sellet outo. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 460.)
- Da zigeriñ un islavarenn-diskuliañ
- sellout ha
- sellout hag-eñ
- Sell hag-eñ e sav ar berv d’an nec’h dre doull-ar-berv, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 43.)
- sellout a-gorn
- sellout a-druez
- sellout eeun
- Sell eeun ouzhin hardizh, e-lec'h sellout ouzhin a-gorn evel ma rez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 460.)
- tennañ d'ar pezh a zo buhez un den, d'ar pezh a ra
- — An dra-ze ne zell nemed ouzign. [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 86.)
- ... hag evit ar pezh a sell ouzh da waz, me a gemero e blas. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 217.)