sko
Neuz
Brezhoneg
- Diwar « sko- », pennrann ar verb « skeiñ », hep dibenn-ger.
Furm verb
sko /ˈskoː/
- Furm ar verb skeiñ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- Pa glevfet ar Marv o skoiñ war ho tor, da greiznoz, neuze e krenfet, abalamour na ouvezfet ket evit piv e sko. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 105.)
- Erruout a ra e-tal ar c'hastell hag e sko war an nor. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 15.)
- Eat d'an nec'h, ar paotr a sko war an nor hag a zigor anezi dioc'htu. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 24.)
- Hi a sko gantañ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 400.)
- ..., dre an nor guzh a sko war ar stêr vras a ya dre gêr Landreger. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 27.)
- Kambr izelañ an dourell vras a sko war ar porzh, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 207.)
- Ar prenestr a sko war ar ru, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 470.)
- Ho touaroù a sko war re hennezh, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 470.)
- Ma frenestroù a sko war ar mor, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 158.)
- Hag e sko, hag e sko endra ’c’hell, kement ha ker buan ma toull ar sac’h gantañ. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 139.)
- Furm ar verb skeiñ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.
- Rosko, sko mibin, sko kalet, sko atav. Kanaouenn.
- Deiz Gouel ar Chandelour e sko ar Werc'hez ar vilienn er mor hag e skañva an avel. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 322.)