2003
bloavezh
Bloavezhioù: 2000 2001 2002 - 2003 - 2004 2005 2006 | |
Dekvedoù: 1980 1990 - Bloavezhioù 2000 - 2010 2020 | |
Kantvedoù: XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved | |
Milvedoù: Iañ milved - Eil milved - IIIe milved Kronologiezh dre viz: Kronologiezh dre demoù : |
Diwar-benn bloavezh 2003 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
- Sellit ivez ouzh 2003 e Breizh.
Darvoudoù
kemmañ1añ trimiziad
kemmañ- Munudoù : Genver 2003 - C'hwevrer 2003 - Meurzh 2003
- 17 Genver : Frañs : Kemennet ma vo serret labouradeg Metaleurop e Noyelles-Godault (Pas-de-Calais).
- 28 a viz Genver: dilennet Ariel Sharon da Gentañ Ministr Israel evit an eil gwech.
- 1añ C'hwevrer :
- e talvoud emañ Feur-emglev Niça.
- Frañs: deroù "Kerzhadeg merc'hed ar c'harterioù, a-enep ar ghetto hag evit ar parder" aozet gant al luskad Na gisti na sujidi.
- pulluc'het an egorvulzun Columbia pa oa o tistreiñ d'an douar. Marv eo holl izili ar skipailh (Rick Husband, William McCool, Michael Anderson, Kalpana Chawla, David Brown, Laurel Clark, Ilan Ramon).
- 15 C'hwevrer : 10 milion a dud da nebeutañ a zibun a-enep ar brezel en Iraq en ouzhpenn 600 kêr er bed a-bezh.
- 17 C'hwevrer : Frañs : Dibennfreuzadur barnerezhel an aergompagnunezh Air Lib.
- 20 a viz C'hwevrer: war urzh lez uhelañ Spagn (Audiencia Nacional de España) eo serret ar gazetenn bemdeziek euskarek Euskaldunon Egunkaria, krouet e 1990.
- 5 Meurzh : Frañs : Kemenn a ra France Telecom kolloù rekord a sav da 20,7 miliard a euroioù.
- 8 Meurzh : Kemenn a ra Vivendi-Universal kolloù rekord a sav da 23,3 miliard a euroioù.
- 18 Meurzh : Frañs : Harz-labour ha manifestadeg koskor an deskadurezh-Stad, a-enep al lemel evezhierien, a-enep difredadur ar skoazellerien-desevel, hag a-enep an digreizennañ. Deroù luskad harz-labour Ebrel-Mezheven evit difenn an deskadurezh hag al leve.
- 15 Meurzh : Republik Kreizafrika : Diskaret Ange-Félix Patassé gant un taol-Stad kaset da benn gant François Bozizé .
- 20 Meurzh : Deroù bombezennadur Iraq gant ar Stadoù-Unanet ha Breizh-Veur.
- 28 Meurzh : Frañs : Gourbonnet gant Jacques Chirac ar reizhiadurioù bonreizhel a denn d'an digreizennañ ha da urzh herzel europat.
Eil trimiziad
kemmañ- Munudoù : Ebrel 2003 - Mae 2003 - Mezheven 2003
- Ebrel : Frañs : Harz-labour ar gelennerien a-enep adreizhadenn statud al leve (betek Gouere)
- 9 Ebrel : Iraq : Kaset d'an traoñ renad Saddam Husain goude 24 bloaz er galloud. Kemeret ar galloud gant SUA.
- 14 Ebrel : Kebek : Dilennadeg hollek. Addilennet Strollad frankizour Kebek renet gant Jean Charest. En tu enep emañ Strollad Kebek en e benn Bernard Landry.
- 20 Mae : Frañs : Kemenn a ra Toyota e youl da grouiñ 500 post e Valenciennes. Kontrol d'ar pezh a c'hortozed e tiskouez ur studiadenn eus Toyota ez eo labouradeg Valenciennes ar produusañ eus ar strollad ha pa ne vefe ket staliet en ur vro izel koust al labour enni.
- 21 Mae : Aljeria : Kren-douar feuls 6,8 e ampled war skeul Richter; ouzhpenn 2 260 den lazhet ha 10 200 gloazet.
- 31 Mae :
- Frañs : Fallaenn war gelc'h an heol etre kard biz ar c'hwec'hkorn betek ul linenn La Rochelle-Béziers er mervent. Dav e oa sevel a-raok pemp eur vintin evit bezañ gouest da arvestiñ outi.
- Frañs : Nijadenn genwerzhel ziwezhañ Concorde war anv Air France.
- Frañs : 7 Mezheven : Trec'h eo Justine Henin-Hardenne e tournamant Roland Garros.
- Frañs : 8 Mezheven : Trec'h eo Juan-Carlos Ferrero e tournamant Roland Garros.
- 16 Mezheven : Suis : Digoret DRM, Digital Radio Mondiale e Geneva; standard skignañ radio anperc'hennel bedel evit ar gwagennoù berr, krenn ha hir.
- 19 ha 20 Mezheven : Unaniezh Europa : Kuzul europat Tesaloniki : divizet gant ar 25 krouiñ ur framm boutin a-enep d'an enbroañ dre guzh.
Trede trimiziad
kemmañ- Munudoù : Gouere 2003 - Eost 2003 - Gwengolo 2003
- 10 Gouere : Unaniezh Afrika : Dilennet Alpha Oumar Konare prezidant ar poellgor. Degemeret e Maputo ar protokol da Garta Afrika gwirioù Mab-den hag ar pobloù a sell ouzh gwirioù ar merc'hed.
- Etre an 12 ha 18 Gouere : Rusia : Diskouez-skiant etrebroadel 2003 e Moskov.
- 24 Gouere : Frañs : degemeret al lezenn Fillon war al leve.
- 25 Gouere : Alamagn : Anavezet ent ofisiel ar c'hlan Da Kru gant ar pennadurezhioù evit e labour war ar memor ha war an imbourc'h istorel. Er c'heñver-se ez eus bet disklêriet gant ar jeneral Von Schow, diazezer ar c'hlan : "Lorc'hus e c'hall Alamagn bezañ eus an harozed anezhi".
- 30 Gouere : Mec'hiko : Aet er-maez al labouradeg ar vBuoc'hig-Doue Volkswagen diwezhañ.
- 31 Gouere : ABU : Degemeret ur mennad a-unvouezh gant Kuzul surentez an ABU evit broudañ Maroko hag emsaverien dizalc'hour an talbenn Polisario da genlabourat evit degemer ur steuñv peoc'h evit Kornôg ar Sac'hara.
- 1añ Eost : Norzhosetia : Distrujet un ospital milourel rusian dre ur gwalldaol-emlazh gant karr-pej, e Mozdok, nepell eusTchetchenia; tost 50 den lazhet.
- Eus 1añ Eost da 15 Eost : Sec'hor war kornôg Europa. E Frañs hepken e varv ouzhpenn 15000 a dud. Kozhidi digenvez a ya d'ober an darn vrasañ eus ar reuzidi.
- 8 d'an 10 Eost : Frañs : Larzac 2003, bodadeg arallvedelour a vod 300 000 a dud war bladenn al Larzac.
- Eost : SUA : Degemeret al lezenn Sarbanes-Oxley da-heul skandal Enron. Rediañ a ra an holl embregerezhioù amerikan kotet er yalc'h e SUA da ginnig kontoù testeniekaet war-eeun gant o renerien dirak Poellgor amerikan an oberiadurioù yalc'h (SEC). Sellet a ra al lezenn-mañ ivez ouzh 1300 strollad europat dezho interestoù e SUA.
- 25 Eost : Bannet an Egorteleskop dre issruz adal Cap Canaveral e Florida.
- 28 Eost : Frañs : Aozet ar c'hentañ Flash mob, e mirdi al Louvre.
- Gwengolo : Breizh : Krouidigezh klasoù divyezhek prevez e Josilin ha Logunec'h ha klasoù divyezhek publik e Plouzane, Bruz ha Kastell-Nevez-ar-Faou. Digoridigezh un adskolaj divyezhek e Treglonoù gant Diwan
- 18 Gwengolo : Maroko : Tamallet d'an islameg gall Pierre Robert, lesanvet Yakoub, 31 bl., bezañ prientet gwalldaolioù sponterezh. Kondaonet eo, a-gevret gant 33 kendorfedour, d'an toull-bac'h-pad gant lez-varn an torfedoù e Rabat.
- 19 Gwengolo : Degemer a ra an ABU ur mennad a c'houlenn digant Israel paouez gant he gourdrouz argas Yasir Arafat hag a gondaon ar gwalldaolioù emlazh kaset da benn gant bagadoù palestinat.
- 21 Gwengolo : A-youl-gaer ez a sontenn Galileo a-benn e-barzh planedenn Yaou
Pevare trimiziad
kemmañ- Munudoù : Here 2003 - Du 2003 - Kerzu 2003
- 20 Here : Frañs : Kresk a 17,5% war priz ar butun. Harz-labour kentañ an dalc'herien burev butun.
- 5 Du : Breizh : Votiñ a ra Skol-veur Roazhon II an harz-labour evit ma vo dilezet ar reizhadenn LMD-ECTS.
- 9 Du : Japan : Dilennadegoù kannaded araokaet. Tapout a ra ar SFD ar muianiver darnel hag adkas a ra e genemglev mirour.
- 14 Du : Dizoloet un dekvet planedenn e koskoriad an Heol : 90377 Sedna
- 15 a viz Du: Breizh : marv 12 Breton war chanterioù Sant-Nazer e-pad gweladeg kentañ ar familhoù pa oa bet nevez-echuet sevel ar mordreizher Queen Elisabeth 2.
- 27 Du : Frañs 30 000 studier a vanifest evit ma vo dilezet ar reizhadenn LMD-ECTS.
- Eus ar 1añ d'an 3 Kerzu : Okitania : Glaveier bras, dic'hlann ar Ron, al Liger hag o adstêrioù eus ar Cévennes.
- 11 Kerzu : Frañs : Dilennet Valéry Giscard d'Estaing en Akademiezh c'hall
- 22 Kerzu : Breizh : Rentet ar mordreizher Queen Mary II gant Chanterioù an Atlanteg e Sant-Nazer.
Ganedigezhioù
kemmañ- 20 Eost : Priñs Gabriel Belgia bet ganet da 1 eur 14 en ospital Erasme e Anderlecht. Ar varonez Hans-Ulrich von Freyberg eo e vaeronez, hag ar c'hont Charles-Henri d'Udekem d'Acoz, breur ar briñsez Matilda e dad-paeron.
- 8 Mae : Moulay Al Hasan, priñs pennhêr Maroko, mab d'ar roue Muhammad VI
Genver
kemmañ- 4 Genver : Conrad Hall, filmaozer
- 8 Genver : Ron Goodwin, soner
- 11 Genver : Maurice Pialat, filmaozer (° 21 Eost 1925)
- 11 Genver : Anthony Havelock-Allan, senarioour
- 12 Genver : Maurice Gibb, soner er Bee Gees
- 13 Genver : Norman Panama, filmaozer
- 13 Genver : Julio Bothelho, (lesanvet Julinho), (Brazil, mell-droad) da 73 bl.
- 18 Genver : Richard Crenna, aktour (° 30 Du 1927)
- 19 Genver : Françoise Giroud, kazetennerez, skrivagnerez ha politikourez c'hall (° 21 Gwengolo 1916)
- 23 Genver : Nell Carter, aktour ha kaner
- 24 Genver :
- Gianni Agnelli, penn embregerezh italian (° 12 Meurzh 1921)
- Henri Krasucki, sindikalour komunour gall (° 1924)
- 25 Genver : Robert Rockwell, aktour
- 26 Genver : Valeri Brumel, (Rusia, Atleterezh) da 60 bl.
- 29 Genver : Peter Shaw, produour
C'hwevrer
kemmañ- 6 C'hwevrer : René Haby, politkour gall, ministr an deskadurezh-Stad, aozer reizhadenn ar skolaj unliv.
- 9 C'hwevrer : Vera Hruba Ralston, aktourez
- 11 C'hwevrer : Daniel Toscan du Plantier, 61 bl., produour
- 11 C'hwevrer : Claude Hélène, arbennigour war ar biofizik molekulel, bet ganet e Chauvigny
- 18 C'hwevrer : Jack Brodsky, produour
- 22 C'hwevrer : Daniel Taradash, senarioour
- 23 C'hwevrer : Robert K. Merton, sokiologour amerikan
- 24 C'hwevrer : Bernard Loiseau, pennkeginer gall
- 25 C'hwevrer : Alberto Sordi, aktour
- 28 C'hwevrer : Albert Batteux, (Frañs, mell-droad) da 83 bl.
Meurzh
kemmañ- 3 Meurzh : Horst Buchholz, aktour
- 6 Meurzh : Sébastien Japrisot, skrivagner gall, aozer Un long dimanche de fiançailles
- 8 Meurzh : Karen Morley, aktourez
- 8 Meurzh : Adam Faith, aktour ha kaner
- 9 Meurzh : Stan Brakhage, filmaozer
- 11 Meurzh : Barry Sheene, (Breizh-Veur, marc'h-tan) da 52 bl.
- 12 Meurzh : Lynne Thigpen, aktour
- 12 Meurzh : Andreï Kivilev, (Kazakstan, marc'hhouarnerezh) da 29 bl.
- 14 Meurzh : Jean-Luc Lagardère, penn embregerezh (Matra, Europe 1)
- 15 Meurzh : Itron Thora Hird, aktourez
- 24 Meurzh : Philip Yordan, senarioour
- 31 Meurzh : Michael Jeter, aktour
Ebrel
kemmañ- 1añ Ebrel : Leslie Cheung, aktour ha kaner sinaat eus Hong Kong. (° 9 Kerzu 1956).
- 2 Ebrel : Michael Wayne, produour
- 12 Ebrel : Sydney Lassick, aktour
- 17 Ebrel : Jean-Pierre Dogliani, (Frañs, mell-droad) da 60 bl.
- 19 Ebrel : Dajiro Kato (Japan, marc'h-tan) da 26 bl.
- 18 Ebrel : Jean Drucker, Prezidant M6 - Métropole Télévision (1998, Frañs)
- 21 Ebrel : Nina Simone, kanerez jazz amerikan (Eunyce Waymon).
- 26 Ebrel : Peter Stone, senarioour
- 27 Ebrel : Elaine Steinbeck, aktourez
Mae
kemmañ- 1añ Mae : Lucie Favier, istorourez ha diellourez c'hall
- 3 Mae : Suzy Parker, aktourez
- 9 Mae : Louis Ferrand, arc'heskob Teurgn eus 1956 da 1980, bet dibabet gantañ mont da veleg traken e Vesdun.
- 14 Mae : Itron Wendy Hiller, aktourez
- 14 Mae : Robert Stack, aktour
- 14 Mae : Dave DeBusschere, (SUA, basket-ball da 52 bl.
- 17 Mae : Rik Van Steenbergen, (Belgia, marc'hhouarnerezh) da 78 bl.
- 23 Mae : Jean Yanne, 69 bl., filmaozer, senarioour, aktour
- 28 Mae : Martha Scott, aktourez
- 28 Mae : Ilya Prigogine, fizikour ha kimiour belgat a orin rusian
- Jean Narquin, politikour gall, eneber da Maastricht ha d'an euro, kannad ar Maine-et-Loire, tad da Roselyne Bachelot.
Mezheven
kemmañ- 1añ Mezheven : Johnny Paul Koroma, milour ha politikour eus Sierra Leone disklêriet marv el Liberia
- 2 Mezheven : Richard Cusack, 77 bl., senarioour
- 3 Mezheven : Fabrice Salanson, (Frañs, marc'hhouarnerezh) da 23 bl.
- 7 Mezheven : Trevor Goddard, aktour
- 7 Mezheven : Tony McAuley, filmaozer
- 12 Mezheven : Gregory Peck, aktour amerikan
- 13 Mezheven : Guy Lux, animatour ha produour skinwel gall
- 15 Mezheven : Hume Cronyn, aktour
- 16 Mezheven : Pierre Bourgault, politikour kebekat
- 18 Mezheven : Larry Doby, (SUA, Baseball) da 79 bl.
- 26 Mezheven : Marc-Vivien Foé, (Kameroun, mell-droad) da 28 bl.
- 29 Mezheven : Katharine Hepburn, aktourez
- 30 Mezheven : Buddy Hackett, aktour
Gouere
kemmañ- 1añ Gouere : N!xau, aktour
- 6 Gouere : Buddy Ebsen, aktour
- 4 Gouere : Barry White, kaner du amerikan, bet gwerzhet ouzhpenn 100 milion a bladennoù gantañ.
- 12 Gouere : Benny Carter, soner saksell jazz amerikan
- 14 Gouere : Compay Segundo, kaner kuban
- 16 Gouere : Carol Shields, skrivagnerez kanadian, Priz Pulitzer e 1995
- 21 Gouere : Bakary Soumano, Penn grioted Mali
- 22 Gouere : John Davies, (Zeland-Nevez, atleterezh) da 65 bl.
- 25 Gouere : John Schlesinger, filmaozer
- 28 Gouere : Bob Hope, aktour, komedian amerikan
Eost
kemmañ- 1añ Eost : Marie Trintignant, aktourez c'hall
- 1añ Eost : Guy Thys, (Belgia, mell-droad) da 80 bl.
- 2 Eost : Don Estelle, aktour
- 6 Eost : Alice Saunier-Seïté, kentañ plac'h deanez ur skol-veur e Frañs, kentañ plac'h rektorez
- 8 Eost : Falaba Isa Traore skrivagner, komedian, filmaozer ha dramaour eus Mali
- 9 Eost : Gregory Hines, aktour
- 10 Eost : Jacques Deray, filmaozer gall.
- 10 Eost : Idi Amin Dada, diktatour Ouganda.
- 11 Eost : Herb Brooks, (SUA, Horell war skorn) da 66 bl.
- 21 Eost : Wesley Willis, soner amerikan
- 27 Eost : Pierre Poujade, politikour gall
- 29 Eost : Michel Constantin, aktour gall
- 30 Eost : Charles Bronson, aktour
- 31 Eost : Pierre Cahuzac, (Frañs, mell-droad) da 76 bl.
Gwengolo
kemmañ- 4 Gwengolo : Lola Bobesco, biolinourez velgat a orin roumanat. (° 9 Eost 1920).
- 9 Gwengolo : Edward Teller, tad ar vombezenn H amerikan
- 9 Gwengolo : Larry Hovis, aktour
- 9 Gwengolo : Leni Riefenstahl, fimaozerez alaman.
- 10 Gwengolo : Harry Goz, eilmouezhiañ
- 11 Gwengolo : John Ritter, aktour
- 12 Gwengolo : Johnny Cash, kaner mojennel sonerezh country amerikan
- 12 Gwengolo : John Ritter, komedian amerikan
- 16 Gwengolo : Erich Hallhuber, aktour
- 22 Gwengolo : Gordon Jump, aktour
- 25 Gwengolo : Robert Palmer, kaner breizhveuriat
- 26 Gwengolo : Jean-Pierre Ronfard, leurenner, komedian kanadian
- 27 Gwengolo : Donald O'Connor, aktour amerikan
- 28 Gwengolo : Elia Kazan, den a c'hoariva hag a sinema amerikan
- 28 Gwengolo : Wilfrid Lemoine, kazetenner, animatour skinwel e Kanada
Here
kemmañ- 2 Here : Gunther Philipp, aktour
- 3 Here : William Steig, senarioour
- 5 Here : Denis Quilley, aktour
- 7 Here : Izzy Asper, alvokad ha den a afer kanadian
- 14 Here : Léon Schwartzenberg, mezeg ha politikour gall
- 15 Here : Jean-Louis Cheminée, vulkanologour gall, bet o kemer lec'h Haroun Tazieff
- 16 Here : Laszlo Papp, (Hungaria, Boks) da 77 bl.
- 20 Here : Jack Elam, 84 bl., aktour
- 21 Here : Fred Berry, aktour
- 23 Here : Tony Capstick, aktour
Du
kemmañ- 4 Du : Ken Gampu, aktour
- 6 Du : Eduardo Palomo, 41 bl., aktour
- 6 Du : Rie Mastenbroek, (Izelvroioù, Neuierezh), da 84 bl.
- 9 Du : Art Carney, 85 bl., aktour
- 12 Du : Jonathan Brandis, 27 bl., aktour
- 12 Du : Penny Singleton, 95 bl., aktourez
- 13 Du : Kellie Waymire, 35 bl., aktourez
- 13 Du : Mitoyo Kawate, deanez an denelezh.
- 14 Du : Gene Anthony Ray, komedian ha dañsour amerikan.
- 15 Du : Dorothy Loudon, aktourez
- 18 Du : Michael Kamen, soner
- 19 Du : Olivér György Dely, Herpetologour hungarat (° 27 Ebrel 1927).
- 20 Du : Kerem Yilmazer, 58 bl., aktour
- 20 Du : Robert Addie, 43 bl., aktour
- 20 Du : Loris Azzaro, kemener ha fronder italian.
- 24 Du : Warren Spahn, (SUA, Baseball) da 82 bl.
- 25 Du : Jacques François, 83 bl., aktour gall
- 27 Du : Will Quadflieg, aktour
Kerzu
kemmañ- 3 Kerzu : David Hemmings, aktour
- 14 Kerzu : Jeanne Crain, 78 bl., aktourez
- 17 Kerzu : Ed Devereaux, aktour
- 18 Kerzu : Otto Graham, (SUA, mell-droad amerikan) da 82 bl.
- 19 Kerzu : Hope Lange, aktourez
- 21 Kerzu : Morappakkam Gopalan, (India, cricket) da 94 bl.
- 27 Kerzu : Sir Alan Bates, aktour
- 30 Kerzu : Anita Mui, 40 bl., aktourez
- 30 Kerzu : John Gregory Dunne, 71 bl., filmaozer
- 30 Kerzu : Yoshio Shirai, (Japan, Boks) da 80 bl.
- 31 Kerzu : Sophie Daumier, komedianez ha fentigellerez c'hall
- 31 Kerzu : Enrique Buenaventura, 78 bl., leurenner ha den a c'hoariva kolombian.