Kensonenn dre serriñ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre serriñ (saoz.: stop consonant pe occlusive) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma vez harzet pe stanket red an aer o tont eus ar skevent (pe eus lec'h all pa vez kaoz eus ur c'hlik, gw. pelloc'h) dre serriñ daou organ fonadur.
Doareoù distagañ |
---|
Dre serriñ |
Klikoù |
Tarzhañ |
Strakal |
Entarzhañ |
Fic'hal |
Ruzennoù |
C'hwibanennoù |
Dassonennoù |
Fri |
Stlakat |
Froumal |
Tostaat |
Linkus |
Vogalennoù |
Hantervogalennoù |
Kostezennoù |
Daoust ha ma vez implijet alies an termen "kensonenn dre darzhañ" pe kensonenn darzh" evel heñvelster ez eo e gwirionez kalz strishoc'h an tremen-se dre ma ra dave d'un doare kensonenn dre serriñ resis (gw. pelloc'h)
Kavet e vez kensonennoù dre serriñ e holl yezhoù ar bed hag an darn-vrasañ anezhe a ra d'an nebeutañ gant [p], [t], [k], [n] ha [m].
Setu penaos e vez produet ur gensonenn dre serriñ :
- Serradur : stanket e vez red an aer ar genoù ha/pe ar fri dre serret daou organ fonadur;
- Stignadur : mont a ra gwask an aer war gresk
- Distignadur : distanket e vez red an aer dre zigeriñ harz an daou organ fonadur. Ma vez digoret a-daol-trumm keit ha m'emañ uhel gwask an aer e klever un darzhadenn : ur gensonenn darzh pe dre darzhañ ( saoz. plosive) an hini eo neuze. A-hend-all e c'heller digeriñ an daou organ fonadur en ur leuskel gwask an aer da vont war izelaat hep tarzhadenn ebet: ur gensonenn amdarzh (saoz. unreleased) an hini eo.
Kensonennoù tarzh eo an holl gensonennoù dre serriñ atav e brezhoneg. E yezhoù all avat, evel da skouer e vietnameg hag e malayeg e vezont amdarzh atav, hag e yezhoù evel ar saozneg e vez kavout alofonenoù amdarzh e dibenn ur ger keit ha ma vezont tarzh e penn-kentañ ur ger.
Gant ur gensonenn dre fic'hal (saoz. affricate) e vez serret da gentañ evel ur gensonenn dre serriñ met distignet e vez tamm-ha-tamm o taravat evel ur gensonenn dre daravat (saoz. fricative).
Kavet e vez kensonennoù divouezh (d.s. [p, t, k]) ha mouezhiet (d.s. [b, d, g]).
E meur a yezh e kaver kensonennoù dre serriñ c'hwezhet (saoz. aspirated) pe rakc'hwezhet (saoz. preaspirated) ivez, pe evel fonemennoù rik, da skouer e hindeg ha meur a yezh all komzet en India, pe c'hoazh evel alofonennoù, evel da skouer ar c'hensonennoù dre serriñ divouezh e saozneg e penn-kentañ ur ger.
Ur gensonenn re serriñ a c'hell bezañ berr pe hir ha gallout a ra talvezout an hirder da ziforc'hañ gerioù e yezhoù zo, da lavarout eo e c'hell bezañ un diforc'h fonologel, da skouer e japaneg 来た (kita; "deuet") kv. 切った (kitta; "troc'het").
Ouzhpenn ar c'hensonennoù fri dre serriñ e c'hell bezañ rakfriet ur gensonenn dre serriñ all, da lavarout eo e vez staget ur gensonenn dre fri diouzhtu dirak ur gensonenn dre serriñ, peurliesañ met n'eo ket dre ret gante an hevelep lec'h distagañ, da skouer e swahilieg :
- Rakfriadur (hevelep lec'h distagañ)
- mbwa ([m.bwa]; "ki")
- Rakfriadur (lec'h distagañ disheñvel)
- mtoto ([m.to.to]; "bugel")
Bez' e c'hell ur gensonenn dre serriñ bezañ friet da c'houde ivez, evel da skouer [dn]] ma kaver e ruseg hag e yezhoù slavek all.
E yezhoù Europa ne gaver nemet kensonennoù produet dre lakaat an aer da redek eus ar skevent, e yezhoù all avat, dreist-holl en Afrika, e kaver yezhoù ma vez implijet doareoù all da lakaat an aer da redek. Diwar an doareoù all e vez produet kensonennoù dre serriñ all:
- Kensonennoù dre strakal (saoz. ejective stops, da skouer en amhareg rət'b ("gleb")
- Kensonennoù dre entarzhañ (saoz. implosive stops, da skouer zouoloueg ubaba ([uˈɓaːɓa]; "ma zad")
- Klikoù (saoz. Click consonant, da skouer xhosaeg isiXhosa ([i:siˈkǁʰoːsa]; "xhosaeg")
Setu ar c'hensonennoù dre serriñ pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel :
- [p] kensonenn diweuz dre serriñ divouezh, d.s. bzh. peul
- [b] kensonenn diweuz dre serriñ mouezhiet, d.s. bzh. bazh
- [t̪] kensonenn dent dre serriñ divouezh, d.s. bzh. t'ad
- [d̪] kensonenn dent dre serriñ mouezhiet, d.s. bzh. da
- [t] kensonenn kevig dre serriñ divouezh, d.s. saoz. to ("da")
- [d] kensonenn kevig dre serriñ mouezhiet, d.s. saoz. dad ("tad")
- [ʈ] kensonenn tro-gil dre serriñ divouezh, d.s. mal. അഠുക ([aʈuka]; "keginañ") ; sved. karta ([kʰɑːʈa]; "kartenn")
- [ɖ] kensonenn tro-gil dre serriñ mouezhiet, d.s. tel. అఢరు ([ʌɖʌru]; "sevel"); sved. nord ([nuːɖ]; "norzh")
- [c] kensonenn staon dre serriñ divouezh, d.s. alb. kuq ([kuc]; "ruz"); skos. ceann ([cʰɛunˠ]; "penn")
- [ɟ] kensonenn staon dre serriñ mouezhiet, d.s. iwerzh. Gaeilge ([ˈgeːlʲɟə]; "gouezeleg"); mak. раѓање ([raɟaɲɛ]; "ganedigezh")
- [k] kensonenn drekstaon dre serriñ divouezh, d.s. bzh. kig
- [g] kensonenn drekstaon dre serriñ mouezhiet, d.s. bzh. gra!
- [q] kensonenn huged dre serriñ divouezh, d.s. ar. القرآن ([ʔælqʊr'ʔæːn]; "Koran"); kabileg aqcic ([aqʃiʃ]; "paotr")
- [ɢ] kensonenn huged dre serriñ mouezhiet, d.s. inuk. ᐃ"ᐃᑉᕆᐅᖅᑐᖅ / ihipɢiuqtuq ("ergerzhout"); pers. غذا ([ɢæˈzɒ]; "boued")
- [ʡ] kensonenn ankoue, d.s. dah. [ndoːʡo] ("leurenn")
- [ʔ] kensonenn troc'h-avel dre serriñ, d.s. haw. ‘ele‘ele ([ˡʔɛ.lɛˡʔɛ.lɛ]; "du"); viet. bà ([ʔɓɐ̤ː˧˩]; "itron")
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |