Kemmadur (yezhoniezh)
- Marteze emaoc'h o klask ar pennad kemmadur.
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kemmadur (saoz.: consonant mutation) war dachennoù ar fonologiezh hag ar vorfologiezh evit komz eus ar fed ma c'hell ur gensonenn kemmañ hervez reolennoù morfologel ha/pe kevreadurezhel resis.
Bez' e c'hell bezañ skrivet pe get hervez reolennoù reizhskrivañ pep yezh. A-wezhioù e talvez da roudoù diorroadur ar yezh hepmuiken evel e saozneg, met alies a-walc'h en deus ar c'hemmadur un arc'wel yezhadurel evel e brezhoneg.
Daoust ha ma vez brudet-meur ar yezhoù keltiek abalamour ma reont gant kemmadurioù, e vez kavet kemmadurioù a bep seurt e meur a familh yezh all dre ar bed, da skouer:
- anvet "rendaku": implijet gant gerioù kevrennek, d.s.
- nigiri + sushi → nigirizushi ("gwaskañ" + "sushi")
- Yezhoù aostronezek, d.s. indonezeg-malayeg:
- kemmañ a ra stumm al lostger -pi hervez rummad an anv-kadarn ma vez staget outañ: -pi appears in different forms, according to which noun stem it is suffixed to:
- movi-ppi ("fri")
- sappI-vi ("kof)
- aŋo-mpi ("teod")
- Yezhoù nigerek-kongoek, d.s. fouleg
Kemmañ a ra ar stumm c'helfoù hervez ar rumamdoù, da skouer:
- rim- ("paotr dieub") → [rimɓe] (rummad 2), dimo (rummad 1), ndimon (rummad 6)
- [ɣim-] ("den") → [ɣimɓe] (rummad 2), gimɗo (rummad 1), ŋgimkon (rummad 6)
- Yezhoù nilotek, d.s. dolouoeg:
- gɔt ("tosenn") (absolutivel) → god (relativel)
- tʃogo ("askorn") (absolutivel) → tʃok (relativel)
- Yezhoù germanek, d.s. saozneg:
- Yezhoù semitek, d.s. hebraeg a-vremañ:
- [katav] ("bez' e skrivas (eñ)"), [jixtov] ("bez' e skrivo" (eñ)")
- Yezhoù slavek, d.s. ruseg:
- тихий ("sioul") → тише ("siouloc'h")
Kemmadurioù er yezhoù keltiek
Implijet e vez kemmadurioù gant an holl yezhoù keltiek ha daoust ha ma ne glot ket pep kemmadur resis nag implij pep kemmadur etre an eil yezh hag eben dre vras, e talvez ar blotadur da verkañ an anvioù benel en unander goude ur ger-mell pe c'hoazh an anvioù-gwan goude seurt anvioù ha kemmañ a ra an anvioù da heul an anvioù-gwan perc'hennañ dre vras ivez, da skouer:
Brezhoneg | Iwerzhoneg | Kembraeg |
---|---|---|
gwreg | bean | gwraig |
bras | mór | mawr |
ar wreg vras | an bhean mhór | y wraig fawr |
kazh | cat | cath |
e gazh | a chat | ei gath |
he c'hazh | a cat | ei chath |
o c'hazh | a gcat | eu cath |
Notenn:
Daoust ha ma reer "kemmadur dre c'hwezhañ" eus ar c'hemmadur k → c'h e meur a yezh keltiek hervez an hengoun, en o zouez ar brezhoneg, e ranker anzav n'en deus e gwirionez ar c'hemamdur-se liamm ebet gant ar pezh ma reer "c'hwezhadur outañ war dachenn ar yezhoniezh ha disheñvel eo ster an termenoù kaletadur ha blotadur hervez ma vezont implijet gant ar yezhoniezh diouzh an termenoù kengounel kemmadur dre galetaat ha kemmadur dre vlotaat.
Kemmadur ha sandhi
Disheñvel eo ar c'hemmadurioù diouzh ar sandhi rak keit ha ma tenn ar c'hemmadurioù da yezhadur ur yezh (da lâret eo d'ar vorfologiezh ha/pe d'ar gevreadurezh) e tenn ar sandhi d'ar fonologiezh nemetken hep arc'hwel yezhadurel ebet.
Levrlennadur
Kemmadur ha plijadur, Mark Kerrain, Sav-Heol, 28 p.