Ahmet Iañ
Ahmet I, ganet d'an 18 a viz Ebrel 1590, a voe pevarzekvet sultan an impalaeriezh otoman.
Mab e oa da Mehmet III ha da Handan Sultan. Ren a reas eus 1603 betek 1617.
Ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil mab Mehmet III e oa Ahmet met e vreur henañ, Mahmut, a voe lazhet diwar urzh o zad.
Cheñch a reas ar boaz a oa betek-hen da lazhañ breudeur ar sultan nevez hag ul lezenn a savas evit ma vefe hiviziken ezel koshañ ar familh a yafe war an tron goude marv ar sultan bet.
E 1603 e rene c'hoazh ar brezel etre an impalaeriezh otoman hag Aostria. Goude un nebeud emgannoù evit kemer pe adkemer kreñvlec'hioù e voe sinet ar peoc'h etre an div impalaeriezh gant feur-emglev Zitvatorok d'an 11 a viz Du 1606.
Beylik Mibien Ramazan hag a oa dindan dalc'h an Otomaned abaoe 1510 a voe diframmet ent-ofisiel e 1609.
E 1612 e voe sinet ar peoc'h gant Iran gant feur-emglev Nasuh Pacha met torret e voe e 1615 hag ar brezel a renas adarre etre an div vro betek 1618.
Dindan ren Ahmet I e voe savet ar voskeenn Sultanahmet pe moskeenn c'hlas.
Mervel a reas gant an tifuz d'an 22 a viz Du 1617. Mustafa I, e vreur, a bignas neuze war an tron.
En e raok: Mehmet III |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1603 – 1617 |
War e lerc'h: Mustafa I |