Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Albert Camus

Eus Wikipedia
Albert Camus

Albert Camus, bet ganet d'ar 7 a viz Du 1913 ha marvet d'ar 4 a viz Genver 1960, oa ur skrivagner, prederour, kazetenner gall ganet e Aljeria. Reseviñ a reas priz Nobel al lennegezh. Lakaet e vez alies kenañ Albert Camus e rummad prederourien ar bezout/existentialiste, met nac'hañ a rae bezañ lakaet er strollad-se. Skrivañ a reas oberennoù brudet evel L'Homme révolté, Le mythe de Sisyphe, ha stourm a-enep d'ur brederouriezh kaset gant an netraouriezh. Diskouezañ a reas en ur mod sklaer levezon Friedrich Nietzsche war e breder. Ha war tachenn ar feiz e skrivas en e notennoù "Ne gredan ket e Doue met n'on ket stag ouzh preder an dizouegezh".

Camus oa eil yaouankañ den o reseviñ priz Nobel al lennegezh (goude Rudyard Kipling). Ha dont a reas da vezañ kentañ den ganet en Afrika o reseviñ ar priz. Er memes koulz eo an den marvet ar yaouankañ e touez reseverien ar priz (marvet 3 bloaz goude-se).

Gwelloc'h e kave Camus bezañ anavezet evel den ha prederour eget evel ezel eus ur skol filozofel pe un ideologiezh. Muioc'h e kare an dud eget ar mennozhioù.

E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Préfaces
  • Maximes et pensées : Caractères et anecdotes de Chamfort, rakskrid gant Albert Camus, Incidences, 1944, adembannet gant Folio classique, Gallimard, 1982, Patrom:Isbn
  • Le Combat silencieux gant André Salvet, rakskrid gant Albert Camus, éditions Portulan, 1945
  • L'Espagne libre, rakskrid gant Albert Camus, Calmann-Lévy, 1946
  • Dix estampes originales, Pierre-Eugène Clairin, kinniget gant Camus diwar-benn an arz hag an emsevel .
  • Poésies posthumes de René Leynaud, rakskrid gant Albert Camus, Gallimard, 1947
  • Laissez passer mon peuple gant Jacques Méry, rakskrid gant Albert Camus, Le Seuil, 1947
  • Devant la mort, J. Héon-Canonne, rakskrid gant Albert Camus, souvenirs de résistance, Even 1951
  • L'Artiste en prison, rakskrid da La Ballade de la geôle de Reading gant Oscar Wilde, 1952, adembannet gant Le Livre de poche, 1973
  • L'œuvre d'Hermann Melville, rakskrid gant Albert Camus, 1952
  • L'Allemagne vue par les écrivains de la résistance française, Konrad Bieber, rakskrid gant Albert Camus diwar-benn 'le refus de la haine', adembanet gant ar gelaouenn Témoins en 1955
  • Poèmes, René Char, rakskrid gant Albert Camus d'an embannadur alamanek, 'une poésie d'amour et de révolte'
A bep seurt
  • Lettres à un ami allemand (1948) ; embannet en anv-pluenn Louis Neuville)
  • Le témoin de la liberté, Albert Camus, prezegenn embannet er gelaouenn La Gauche en miz Kerzu 1948
  • La dernière fleur, gant James Thurber, troet gant Albert Camus, Gallimard, 1952
  • Désert vivant, albom gant Walt Disney, ennañ ur skrid gant Albert Camus, Société française du livre, 1954
  • Pluies de New York, impression de voyage, Essais, Éditions Gallimard, 1965, Voir le texte
  • Discours de Suède, Gallimard, 1958, adembannet e 1997, (ISBN 2-07-040121-9), ennañ prezegenn an 10 a viz Kerzu 1957 e Stockholm ha prezegenn ar 14 a viz Kerzu 1957 « L'artiste et son temps » e skol-veur Upsala.