Aotegezh
Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
An aotegezh zo ur strafuilh e diorroadur an neuronoù en empenn un den. An dud tizhet gant ar c'hleñved-se o devez bec'h o taremprediñ hag o kehentiñ gant an hentez. Strishaet eo o emzalc'h hag ober a reont ar memes traoù en-dro atav. Dont a ra an arouezioù-se war wel a-raok ma vefe ar vugale en o zri bloaz[1]. Un orin genetek zo d'an aotegezh daoust ma'z eo amsklaer an doare ma c'hoarvez.
Peurliesañ e vez merzet an aotegezh gant tud ar vugale e-kerzh o zri bloavezh kentañ[2]. Diorren a ra an azoniad tamm-ha-tamm met lod bugale a gresk en un doare reizh a-raok mont war-gil[3] Ur skoazell abred gant sikour ar vezegiezh a c'hall sikour ar vugale da wellaat, daoust ma n'hallont ket pareañ penn-da-benn[2]. Anv zo bet eus un nebeud bugale a oa tost da vezañ pareet[4]. Nebeut a vugale skoet gant an aotegezh zo gouest da vevañ en o unan en oad gour, daoust ma teu lod a-benn da ober[5] . Diorroet ez eus ur "sevenadur" an aotegezh gant lod a glask un doare da bareañ ar strafuilh, e-skoaz lod all hag a soñgj dezho e tlefe an aotegezh bezañ degemeret evel un disheñvelder ha neket evel ur strafuilh[6],[7].
Termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Le poète est un autiste qui parle. L'autiste, c'est un homme nu dans une pièce vide. Il n'éclaire rien parce qu'il retient sa lumière, mais en écrivant, il retourne sa peau, et l'envers de cette peau est chamarrée de couleurs splendides. L'autisme est un soleil inversé : ses rayons sont dirigés vers l'intérieur
- "Un aoteg a gomz eo ar barzh. Un den en ur sal c'houllo eo an aoteg. Ne sklêrijenn netra abalamour ma talc'h e c'houloù, hogen dre skrivañ e tro tu d'e groc'hen, ha kinklet gant livioù kaer-dreist eo tu-gin ar c'hroc'hen-se. Un heol eilpennet eo an aotegezh : war-du e ziabarzh e tro e vannoù."
– Christian Bobin, La lumière du monde[8]
E kentel 10 Renkadur Etrebroadel ar C'hleñvedoù[9], an aotegezh, anvet ivez aotegezh Kanner, ha kendoareoù all par d'an aotegezh (azoniad Asperger, azoniad an X bresk, azoniad Rett) a oa ur seurt "trubuilh aloubus an diorroadur" (TAD) ; n'eo mui ur c'hleñved er gentel ICD-11[10]
Bez' ez eus teir zachenn o termeniñ an trubuilhoù a gaver en aotegezh :
- distresadenn al liammoù sokial :
- distresadenn al lavariantiz ;
- doareenn strizhik, un emzalc'h skoueriet boutin.
Ret eo e vefe c'hwec'h arouez disklêriet wan an teir zachenn-mañ, gant daou arouez d'an nebeutañ war dachenn an distresadenn e-keñver al liammoù kevredigezhel hag unan o respont da bep derez en distresadenn e-keñver al lavariantiz, evit disklêriañ aotegezh ar bugel ; bezañs un dale o kregiñ a-raok tri bloaz war unan eus an teir zachenn amañ dindan :
- al liammoù kevredigezhel ;
- ar c'homz ret d'al lavariantiz sokial ;
- ar c'hoari aroueziek pe faltaziek.
An dud tizhet gant an aotegezh o devez dudioù berr-speredet : da skouer e lennont bepred an hevelep levr, pe sellet a reont ouzh ar memes film, pe c'hoazh e c'hoariont gant an hevelep tra bepred.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1944 e voe kavet sinoù an aotegezh gant ar bredvezeg bugale aostriaan Leo Kanner (1894-1981) : dizarempred lagad, un emzalc’h direizh abaoe deroù ar vuhez, erez ouzh tud all, ur mank a geveskemm fromidik, ar c’hoant aotrounius d'un endro ideet. Met an arouez brasañ eo ar stereotip, pa vez unan bennak oc'h ober bepred an hevelep tra, o hejañ e benn e-pad eurvezhioù a-bezh, pe c’hoazh o c’hoari gant ar memes pod bepred, pe o frizañ e fri. Bez' ez eus stereotipoù komz ivez : ar bugel a adlavar an hevelep frazenn bepred, ha n'heller ket e lakaat da lavarout ur frazenn all.
Seurtoù aotegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hini kentañ ha grevusañ eo an aotegezh pounner. An dud tizhet gant an aotegezh-se ne zeuont ket a-benn da zeskiñ ar pezh ez int rediet da zeskiñ : debriñ o-unan, mont d'ar privezioù, en em wiskañ, komz, hag all. Kudennoù bras o deus da gomz : pe ne gomzont ket, pe un nebeud gerioù hepken, evel ur babig.
Diaes eo o buhez ha hini o zud. Kalz feulster a vez alies ganto. Ne vez ket bepred feulster ouzh ar re all (skeiñ gant an dud, reiñ ur flac’had...), hogen outo o-unan (skeiñ o fenn ouzh ur voger, en em flac'hata...). Un den gant un aotegezh pounner a ra bepred an hevelep tra. Ne c’hell ket mont d'ar skol da neuze, chom er gêr a ra bepred.
An aotegezh krenn a zeu da eil, eleze tud hag o deus bet kudennoù evit deskiñ ar pezh a zesk an holl vugale reizh e-pad o bugaleaj. Met gellet o deus deskiñ traoù memestra, evel ar c’homz, en em wiskañ, met gant dale. Diaesterioù o deus koulskoude d’ober an traoù, met sikouret e vezont, gant un AVS (Auxiliaire de Vie Scolaire) er skol, pelloc'h pa labouront e lec’hioù krouet evit an dud nammet.
Da ziwezhañ emañ an aotegezh Asperger. An dud tapet gant an azoniad-se zo speredek evel un den reizh, pe speredekoc’h. N’o deus ket bet a zale komz, ha barrek-tre int war un dachenn resis, ar jedoniezh alies, pe ar yezhoù, pe an eñvor. Evito avat e vez diaes un dra hag a zo aes evidomp, evel gwiskañ botoù. Hervez ar psikologour Tony attwood ez eo azoniad Asperger un aotegezh a live uhel[11]
An aotegezh dre sifroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1990 e oa 5 bugel aotek diwar 10 000 ganedigezh. Hiziv an deiz ez eus 60 bugel aotek diwar 10 000 ganedigezh. Diresis eo ar sifroù-se avat rak kalz tud zo aotek hep gouzout dezho. Pezh a zo souezhus eo ar fed ma'z eus tri pe bevar faotr aotek e-tal ur plac’h, met muioc'h a verc'hed zo tizhet gant an aotegezh pounner.
Pareañ an aotegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
La pire maltraitance que l'on puisse infliger à une personne autiste est de ne pas la scolariser et de la laisser croupir dans son autisme.
- "Chom hep e skoliata hag e lezel da chagañ en e aotegezh eo an doare gwashañ da wallgas un den aotek."
– Dr. Stanislaw Tomkiewicz [12]
Ne c’heller ket pareañ an aotegezh, un namm eo. Met tu zo da sikour an dud aotek evit ma vevint gwelloc’h, hag evit ma teufent da gomz (dre un ortofonour), da ziorren ar c’hlefluskadur (dre ur bredkefluskoniour).
Abaoe tremen 40 vloaz e ra SUA enklaskoù evit pareañ gwelloc’h an aotegezh. Tri doare zo bet kavet evit poent : an hentenn Applied Behavioral Analysis (A.B.A. ; "Dielfennadur Ersavel Pleustrek"), an hentenn Interactif, Intensif, Individuel (3i ; "etreoberiat, askoridik, hiniennel") hag an hentenn Pictures Exchange Communication System (P.E.C.S. ; "Reizhiad Kehentiñ dre Eskemm Skeudennoù")
- A.B.A.
Krouet e voe an hentenn-se gant Ivar Lovaas er Stadoù-Unanet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960. Pal an doare-se eo ober plijadur d’ar bugel p’en deus respontet mat d’ur goulenn, d’un dra goulennet digantañ, un tammig evel pa vefe drouktuniet : « mar respontez mat d’am goulenn ez po ur madig, pe ur c’hoari, pe ur bouch ». Adkroget e vez bepred ar memes tra gant ar bugel betek ma c'hallfe adober e-unan, hep sikour un den all ; 42% eus ar vugale hag o deus implijet an doare-se zo deuet a-benn da adtapout an dale a oa ganto.
- 3i
Stank e vez implijet an doare-se. Ret eo d’ar familhoù aozañ ur sal gant c’hoarioù, levrioù hag all, evit ar bugel hepken. Bemdez e-pad 6 eurvezh (etre 9 eur ha kreisteiz, ha goude merenn etre 2 eur ha 5 eur) e chom ar bugel er sal, gant tud mennet d'e sikour da c’hoari, lenn, kanañ… An dud a chom un eurvezh hanter gantañ, neuze e vez 4 den dre zevezh. Bemdez e vez graet evel-se, da Sadorn ha da Sul ivez. Ar bugel ne baouez ket d’ober un dra bennak, ha berzet eo d’an den a zo er sal gantañ chom hep ober tra pe dra. Ret e vez ober un dra bennak bepred.
- P.E.C.S.
Lod tiegezhioù a implij an hentenn Pictures Exchange Communication System (PECS), ar pezh a dalv komz etrezo diwar-bouez luc'hskeudennoù. Evit goulenn ouzh ar bugel hag-eñ e fell dezhañ bara e vez diskouezet dezhañ ur skeudenn eus un tamm bara, ha heñvel a vez graet p'en deus c'hoant ar bugel da c'houlenn un dra bennak digant un den. Un ostilh mat hag efedus eo. Reiñ a ra d'ar bugel un doare da vezañ komprenet, hag evel-se en deus nebeutoc'h a zizonidigezh eget p'en deus kudennoù o vezañ komprenet.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Attwood, Tony. Asperger's Syndrome – A Guide for Parents and Professionals. London : Jessica Kingsley Publishers, 1998 (ISBN 978-1-85302-577-8)
- (fr) Troet gant Isabelle Virol. Le syndrome d'asperger et l'autisme de haut niveau – Approche comportementaliste. Paris : Dunod, 2014 (ISBN 978-2-10-071012-6)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) American Psychiatric Association, Diagnostic and Statistical Manual of Mental Disorders, 2000, rannbennad : Diagnostic criteria for 299.00 Autistic Disorder
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Pediatric Clinical Practice Guidelines & Policies. Itasca, Illinois : American Academy of Pediatrics, 2018 {(ISBN 978-1-61002-148-7)
- ↑ (en) Stefanatos, Gerry A.. Regression in Autistic Spectrum Disorders. In : 'Neuropsychol Review (2008), 18:305–319. Kavet : 10 C'hwe 24.
- ↑ (en) Helt M, Kelley E, Kinsbourne M & al. Can children with autism recover? If so, how?. In : 'Neuropsychol Review, Kerzu 2008, 18(4):339-66. Kavet : 10 C'hwe 24.
- ↑ (en) Howlin P, Magiati I, Charman T. Systematic review of early intensive behavioral interventions for children with autism. In : 'American Journal on Intellectual andd Developmental Disabilities, Genver 2009, 114(1):23-41. Kavet : 10 C'hwe 24.
- ↑ (en) Silverman, Chloe. Fieldwork on another planet: social science perspectives on the autism spectrum. In : 'Biosocieties, 15/09/2008, levrenn 3, pp. 325–41. Kavet : 10 C'hwe 24.
- ↑ (en) Harmon, Amy. How about not 'curing' us, some autistics are pleading, 'The New York Times, 20/12/2004. Kavet : 10 C'hwe 24.
- ↑ (fr) Bobin, Christian. La lumière du monde. Paris : Folio, 2003 (ISBN 978-2-07-042711-6)
- ↑ International Classification of Diseases (ICD) / Classification internationale des maladies (CIM).
- ↑ (en) ICD-11. Kavet : 10 C'hwe 24.
- ↑ Attwood, 1998.
- ↑ (fr) Zribi, Gérad & Tomkiewicz, Stanislaw. L'accueil des personnes gravement handicapées. Paris : École des Hautes Etudes en Santé Publique, 1994 (ISBN 978-2-85952-612-2)