Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Bar ha bat mitzvah

Eus Wikipedia
Ur bat mitzvah mirour en Israel

Ar bar mitzvah ((he) בַּר מִצְוָה) zo ul lid dont war an oad evit ar baotred tra ma'z eo ar bat mitzvah ((he) בַּת מִצְוָה; distagadur achkenaz : bas mitzveh) ul lid dont war an oad evit ar merc'hed, er yuzevegezh.

Hervez al lezenn yuzev, pa vez tapet 13 vloaz gant ur paotrig e vez atebeg eus e oberoù ha dont a ra da var mitzvah. Ur plac'h a zeu da vat mitzvah da 12 vloaz hervez ar yuzevegezh reizhkredour ha mirour ha da 13 vloaz hervez ar yuzevegezh adreizhet. A-raok an oad-se e vez atebeg an dud eus oberoù o bugale. Goude an oad-se o devez karg ar vugale da ren o buhez diouzh an hengoun, al lezenn hag an etik yuzev ha droed o devez da gemer perzh en holl zoareoù ar vuhez kumuniezhel yuzev. Ouzhpenn an dra-se e c'hell bezañ kontet evel perzh ar minyan, an niver-ret evit kas ur servij-pediñ da benn, ha gallout a ra kas pedennoù gant ar gumuniezh.

Meneget eo ar bar mitzvah en Talmud hag er Mishnah. An oad a 13 vloaz evit ar baotred hag a 12 vloaz evit ar merc'hed zo meneget e mammennoù klasel evel an oad ma c'heller komañs da yuniñ da Yom Kippour ha klotañ a ra tamm pe damm gant ar gaezouregezh. Aozañ a reer al lid d'ar Chabat kentañ goude deiz-ha-bloaz ar plac'hig pe ar paotrig.