Bearn
Bearn | |
---|---|
| |
Bearn (Bearn, Biarn en okitaneg ; Béarn e galleg) zo ur vro zizalc'h kozh er Pireneoù a-raok dont da vezañ ur broviñs kozh e Bro-C'hall. Pau eo ar gêr-benn (abaoe 1270 ; Morlans e oa a-raok).
A-gevret gant an teir froviñs Lapurdi, Nafarroa Beherea, Zuberoa a ya d’ober Hanternoz Euskal Herria, ha gant un tamm bihan eus Gwaskogn, ez eo aet d’ober departamant ar Pireneoù-Atlantel (64).
En-dro da Vearn e emañ neuze hanternoz Euskadi (Iparralde) er c’hornôg, Lanneier Gwaskogn hag Armanhac en hanternoz, Bigorra er reter, hag Aragon (Spagn) er c’hreisteiz.
En IXvet kantved e voe savet beseskontelezh Bearn, a voe dizalc’h e-pad pell ha gant he moneiz dezhi. E 1485 e tremenas Bearn dindan aotrouniezh rouantelezh Navarra. E 1589 e teuas Herri Navarra da vezañ roue Bro-C’hall dindan an anv Henri IV, ha staget e voe Bearn ouzh ar rouantelezh c’hall dre un emglev sinet d’an 20 a viz Here 1620. E 1790 e voe savet departamant ar Pireneoù-Atlantel diwar Bearn ha lodenn hanternoz Iparralde.
An doare gwaskoneg (ur rannyezh eus an okitaneg) a gomzer e Bearn, a zo zo anvet bearnés.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Henri IV (1553-1610), roue Bro-C'hall etre 1589 ha 1610
- Karl XIV Johan (1763-1844), roue Sveden ha Norvegia etre 1818 ha 1844
- Gaston Planté (1834-1889), fizikour
- Pierre Bourdieu (1930-2022), sokiologour
- François Bayrou (1951 —), politiker gall
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Caractères de la revendication ethnique en Béarn, Jean Charles, Espace, populations, sociétés, 1994, vol. 12, n° 3, pp. 363-370
|