Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Diamant

Eus Wikipedia

E skiant ar vineralogiezh, ez eo an diamant (diwar ar ger gresianeg kozh αδάμας – adámas "didorrus") un allotropenn vetastabil,pe un adstumm eus ur mineral glaouek dreiststabil, e-lec'h ez eo renket an atomoù karbon e meur a urzh e-kreiz tal un diñs anvet frammadur an diamant. N'eo ket ken stabil an diamant hag ar grafit evelkent, daoust ma 'z eo ral ez afe an diamant da c'hrafit pa vez kerreizh pe ordinal ar stad fizikel. Perzhioù dibar en deus an diamant, an digarez o vezañ ma 'z eo kovalant al liammoù etre an atomoù. Da skouer, ez eo ar mineral kaletañ a zo, kaleted 10 ouzh skeul Moh, ha bez' en deus ivez ar gonduktivelezh vrasañ e-touez ar materi a-vras. Implijet e vez an diamantoù neuze evit troc'hañ ha lufrañ ostilhoù hag ivez ez a da ober kontilli diamant hag en annevioù diamant, ur benvegig a vez implijet e taolioù-arnod 'zo.

Diamant naturel

Doareennoù optikel dibar en deus an diamant. Dre m'eo paot ha fetis e frammadur e vez diaes-kenañ d'an ampurentez pe da goc'hennoù evel ar bor pe an nitrogen pe azot da vont d'en em silañ ennañ. Ouzhpenn dre m'eo bras treuzweluster an diamantoù, e vezont boull ha hep liv ebet. A-wechoù e vez ampurentezioù, gant ar feur a ul lodenn evit ur milion a lodennoù er frammadur, evit d'ar bor da livañ ar stinkennoù e glas, d'an nitrogen e melen, da fazioù er frammadur d'e livañ e gell, pe da livioù all, al liv glas-gwer, glas-ruz, ruwenn, melenruz pe ruz, da vezañ deuet da heul skinadurioù. Bez' en deus an diamant ivez ar perzh da zistrewiñ ar gouloù a veur a liv, ar pezh a ro ul lufr dibar dezhañ. Ar perzhioù dreist-mañ holl, kaleted, lufr, lintr, distrewusted hag all, eo a lak an diamant da vezañ priziet bras evel maen-prizius.

O klask diamantoù er stêr er Sierra Leone

An darn vrasañ eus an diamantoù naturel a zo bet krouet e-lec'h ma oa uhel-kenañ an temperadur hag ar gwask, moarvat e donderioù etre 140 ha 190 kilometr (87 ha 120 mil-saoz), e donder mantell an Douar. Evit a sell ouzh an atomoù karbon, e teuont eus mineraloù all karbon enne, o kozhañ hep mar e-pad ur miliard a vloavezhioù pe ouzhpenn ha betek 3,3 miliard a vloavezhioù, pe c'hoazh e-pad etre 25% ha 75% eus oad hon flanedenn. Degaset e vez an diamantoù war c'horre an Douar dre zislonkadurioù menezioù-tan, a zeu da galediñ ha da ober mein anvet kimberlit pe lamproit. Gallout a ra an den krouiñ diamantoù ivez en un doare sintetek o terevell metoù gant temperadurioù ha gwask uhel heñvel ouzh ar pezh a c'hoarvez e-barzh mantell an Douar. Bez' ez eus un doare all da lakaat ar strinkennoù diamant da greskiñ a zo dre ouelezennadur diwar aezhennoù kimiel. Bez' ez eus materi 'zo evel ar zirkon diñsek pe gubek hag ar garbidenn silikon hag a vez lavaret a zo heñvel ouzh an diamant ha gant kalz a zoareennoù heñvel ivez, an neuz da skouer. Doareoù labour ispisial a zo bet savet evit diforc'hañ, just a-walc'h ar gwir ziamant diouzh an hini krouet pe diouzh ar mineraloù heñvel outañ.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.