Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Dorn

Eus Wikipedia
Dorn kleiz un den
Dek dorn

Ar rann eus an ezel krec'h a zo e dibenn pep brec'h an dud hag ar primated, hag a zo pemp biz warnañ, eo an dorn. Dre ma vez daou zorn gant pep den peurliesañ e komzer eus daouarn un den.
Organ ar c'hemer eo an dorn a-drugarez d'ar biz-meud a zo keharpus ouzh ar bizied arall, hag organ pennañ ar stekiñ eo ivez.

Ar bizied eo an izili spisañ da-geñver lec'hiadur, hag enno emañ lod takadoù kizidikañ ar c'horf, alese o ferzh pennañ er c'hemer hag er stekiñ. Evel a c'hoarvez gant an daouorganoù arall evel an daoulagad pe an treid ez eo pep dorn reoliet dre vras gant an hanterenn empenn a zo keharp outañ : an hanterenn gleiz a vestrogn an dorn dehou.

Korfadur diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dorn kleiz un den

Teir fennrann zo en un dorn.

  • An arzorn, a zo etre ar vrec'h hag an dorn e-unan.
Seul an dorn a reer eus tu diabarzh an arzorn.
  • Ar c'hreizdorn, a zo etre an arzorn hag ar bizied.
Ar palv eo tu diabarzh an dorn, etre an arzorn hag ar bizied.
Kil an dorn eo tu diavaez ar c'hreizdorn.
  • Ar pemp biz, pe ar bizied, a zo e penn an dorn. War ar skeudenn amañ a-zehou, eus al laez d'an traoñ :
Ar biz-meud, ar biz nemetañ daou oeñs hepken ennañ e-lec'h tri, a c'haller keharpañ ouzh ar bizied arall a-benn kemer, derc'hel pe stardañ traezoù.
Ar biz-yod.
Ar biz kreiz, anvet biz-bras ivez peogwir ez eo ar biz hirañ.
Ar biz-gwalenn, anvet biz-bizoù ivez ; hiroc'h eget ar biz-yod e vez peurliesañ.
Ar biz-bihan ; kalz nerzh a vez kollet er stardañ pa vank ar biz-se en dorn.

Korfadur diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eskern dorn un den
(palv un dorn dehou)

Alc'hwez[1]
1: Oeñsoù
2: Kreizdorn
3: Arzorn
4: Oeñsoù pellek
5: Oeñsoù krenn
6: Oeñsoù hogozek
7: Eskern ar c'hreizdorn
8 : Pizenn
9: Askorn krogek
10: Piramidenn
11: Kreskenn-loar
12: Trapezennig
13: Trapezenn
14 : Askorn bras
15 : Skafenn

|- |}

Bez' ez eus 27 askorn da nebeutañ e dorn un den ; a-wezhioù e vez eskern sezamek ouzhpenn, da lavaret eo eskern a zo enframmet en ur stirenn ; alies e vez daou askorn sezamek enframmet en drapezenn, a-us ar biz-meud, hag unan er c'hreizdorn a-us ar biz-yod.

Doubl eo roll eskern an arzorn : pevar anezho (ar skafenn, ar greskenn-loar, ar biramidenn hag ar bizenn) a zo kenvellet gant eskern an arvrec'h ; gant eskern ar c'hreizdorn ez eo kenvellet an drapezenn, an drapezennig, an askorn krogek hag an askorn bras.
Gant an oeñsoù kentañ ez eo kenvellet eskern ar c'hreizdorn d'o zro.

Eus I betek V e vez niverennet eskern ar bizied, eus ar biz-meud betek ar biz bihan. Tri oeñs zo da bep biz : an oeñs hogozek eo an tostañ d'ar c'hreizdorn, an oeñs krenn d'e heul, hag an oeñs pellek e penn pep biz ; daou oeñs hepken zo d'ar biz I, ar biz-meud, n'en deus oeñs pellek ebet.

Niverus eo kenvelloù an dorn : e pep biz etre an oeñsoù, etre ar bizied hag ar c'hreizdorn, etre ar c'hreizdorn hag an arzorn, hag en arzorn e-unan, a zo kenvellet gant ar c'hreizdorn hag eskern an arvrec'h.

Palv un dorn, diskejet
Alc'hwez[2]
1 Talmerenn a-werzhid ha nervenn greiz betek ar gourbozennoù - 2 Nervennoù ar biz-meud - 3 Faskienn dreist kigenn nesaer ar biz-meud - 4 Gaol ar c'hourbozenn - 5 Kentañ kigenn etreeskernel - 6 Sont eus gaol ar c'hourbozenn a-gein betek nesaer ar biz-meud - 7 Speurenn etre ar c'hourbozenn ha kreiz ar palv - 8 Talmerenn voutin ar palv hag ar bizied - 9 Talmerenn ha nervennoù ar palv - 10 Gouin gwiennek dreist gouin ar stirenn bleger - 11 Penn stirenn bleger zon ar biz - 12 Penn stirenn bleger c'horreel ar biz - 13 Gaol greiz ar palv - 14 Gouin stirenn ar biz bihan - 15 Gouin ar pleger boutin - 16 Gouvozennoù - 17 Skourr boutin nervennoù ar bizied - 18 Talmerenn ha nervennoù a-helmo

Daou strollad kigennoù zo e dorn un den : ar re ziabarzh, a zo penn-da-benn en dorn, hag ar re ziavaez a zo staget en dorn diouzh an eil tu hag en arvrec'h diouzh an tu arall.

Kigennoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gourbozennoù eo kigennoù ar biz-meud, hag ar gouvozennoù re ar biz bihan.
Bez' ez eus ivez peder c'higenn etreeskernel a-gein etre eskern ar c'hreizdorn diouzh tu ar c'hil, ha teir arall a-balv diouzh tu ar palv. Peder c'higennig arall, anvet buzhugheñvel, zo etre kil an dorn hag an arvrec'h ; a-ziforc'h eo ar c'higennoù buzhugheñvel-se, pa n'int stag da askorn ebet.

Kigennoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
(*) Ar "voest-vutun"

Div gigenn hir bleger stag ouzh tu diabarzh an arvrec'h zo d'ar bizied. Da oeñsoù ar bizied int staget dre stirennoù : ar gigenn bleger c'horreel d'an oeñs pellek, ar gigenn bleger zon d'an oeñs kreiz. Da blegañ ar bizied e servijont.
Div gigenn bleger, unan hir hag unan verr, zo d'ar biz-meud e-unan er c'hourbozenn. Dre gigennoù arall ar c'hourbozenn, unan bellaer hag unan geharper, e c'hall ar biz-meud keharpañ ouzh ar bizied arall evit ma c'hallfer tapout traezoù.

Kigennoù astenner zo en arvrec'h ha stag ouzh kil ar bizied evit ma c'hallfer digeriñ an dorn dre astenn ar bizied. Div stirenn zo etre ar biz-meud hag an arvrec'h ; gwelet e vezont splann, ar voest-vutun a reer eus ar c'hleuz a zo etrezo dindan ar c'hroc'hen.
Ur gigenn astenner ouzhpenn zo d'ar biz-yod ha d'ar biz bihan.

Gwaregoù an dorn
M Unan eus ar gwaregoù a-veskell
M Unan eus gwaregoù diahed ar bizied
M Gwareg diadreuz ar c'hreizdorn
M Gwareg diadreuz an arzorn

Gouest eo tammoù difiñv ha tammoù fiñvus an dorn da azasaat ouzh redioù ar vuhez pemdez dre stummañ gwaregoù askornek tri zoare dezho : gwaregoù a-veskell, gwaregoù diahed ha gwaregoù diadreuz. Dre studiañ gwaregoù an dorn ez eus bet merzet mestroniezh ar biz-meud war ar bizied arall.

Gwaregoù a-veskell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder anezho zo, etre ar biz-meud ha pep biz arall. Ar wareg stummet gant ar biz-yod eo an hini bouezusañ evit resisted ar c'hemer ; kevret gant ar wareg etre ar biz-meud hag ar biz kreiz ez aoz un dribizegezh a ro tro da gemer traoù hep ober gant nerzh kreñv.
N'eo ket ar biz-gwalenn hag ar biz bihan ken fiñvus hag ar bizied arall, met pouezus int pa vez ret reiñ nerzh d'ar stardañ ; pouezus dreist-holl eo ar wareg etre ar biz-meud hag ar biz bihan evit kement-se.

Gwaregoù diahed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre pep biz hag an arzorn ez eus gwaregoù diahed, hini ar biz-meud o vout an hini fiñvusañ. Da heul emañ ar wareg etre ar biz bihan hag an arzorn ; reut eo an teir gwareg arall, met fiñvus drezañ e-unan e chom ar biz-yod a-drugarez d'ar c'higennoù pleger hag astenner a zo stag ouzh e oeñsoù.

Gwaregoù diadreuz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wareg ziadreuz zo, pep hini anezo o vout e tu diabarzh an dorn, diouzh tu ar palv.

Gwareg ziadreuz an arzorn

Reut eo, abalamour ma rank askorn bras an arzorn fiñval kevret gant an eskern arall ; a-drugarez da stagelloù an arzorn ez eo e wareg stabiloc'h pa vez pleget eget pa vez astennet.

Gwareg ziadreuz ar c'hreizdorn

Gweñvoc'h eget hini an arzorn eo, a-drugarez da fiñvusted an eskern a zo etre an arzorn hag ar biz-meud diouzh an eil tu, etre an arzorn hag ar biz bihan diouzh an tu arall. Pa strisha ar wareg etre an daou askorn-se e kleuz ar palv da stummañ un doare traoñienn, ar strad anezhi o vout askorn ar biz kreiz er c'hreizdorn.
Dizalc'h diouzh eskern ar c'hreizdorn eo ar biz-meud, pa 'z eo stag ouzh an drapezenn.

Teir nervenn a erru en dorn da lakaat e gigennoù da vont en-dro :

  • an nervenn a-werzhid a zeu eus an trebez-skoaz dre ar vrec'h ;
  • an nervenn greiz a heuilh an hevelep hent – an nervenn nemeti eo a erru en dorn dre ganol an arzorn ;
  • an nervenn a-helmo, eus an trebez-skoaz a-hed an helmo betek an arzorn, ma c'haol da dizhout kigennoù ar bizied.
Nervaouiñ al loc'hañ

Dre an nervenn a-werzhid e c'haller nesaat ha plegañ ar biz-meud, hag astenn ar bizied arall.
A-drugarez d'an nervenn greiz e c'haller plegañ an arzorn hag ar bizied, nesaat ha keharpañ ar biz-meud. Gant an nervenn a-helmo e c'haller lakaat ar c'higennoù all da labourat.

Nervaouiñ ar c'hroc'hen

Gant an nervenn a-werzhid ez eo nervaouet kil an dorn, eus ar biz-meud betek ar biz-gwalenn ; kil ar biz-yod, ar biz kreiz hag oeñs hogozek ar biz-gwalenn zo nervaouet ganti ivez.
Gant an nervenn greiz ez eo nervaouet tu-palv ar biz-meud, ar biz-yod, ar biz kreiz hag an hanter eus ar biz-gwalenn.
Gant an nervenn a-helmo ez eo nervaouet ar biz bihan hag an hanterenn arall eus ar biz-gwalenn ; un drederenn eus palv ha kil an dorn, diouzh tu an arzorn, zo nervaouet ganti ivez.

Evit an darn vrasañ eus an dud e talvez kement-se avat : e lod anezho e vez nervaouet ar biz-gwalenn en e bezh gant an nervenn a-helmo, pa vez graet heñvel gant an nervenn greiz e tud arall.

Bizlouc'hadoù

Tev ha divlev eo kroc'hen ar palv ; moanoc'h eo a-hed linennoù plegoù an dorn, el lec'h m'emañ stag ouzh ar gwiadoù diabarzh hag an eskern.
Sklaeroc'h eget hini peurrest ar c'horf eo kroc'hen ar palv, evel kroc'hen seul an troad. Ne c'hall ket rouzañ en heol, abalamour da c'henennoù a harz ouzh ar c'henderc'hañ melanin el lodennoù-se eus korf mab-den.
Goloet a vegennoù derm eo ar palv hag ar bizied ("bizlouc'hadoù" a reer anezho) a-benn aesaat ar rimiañ.

Tanav, blevek ha flour eo kroc'hen kil an dorn. Gweñv eo, evit ma c'hallfe en em zastum pa vez astennet ar bizied : war-dro 3 cm eo an diforc'h a hirder e kroc'hen kil an dorn etre ar bizied astennet hag ar bizied dastumet en ur meilh-dorn.

Bevedouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Divneuziegezh revel

En darn niverusañ eus an dud ez eus un dorn a zo mibinoc'h eget egile, an doarn dehou peurliesañ ; 8 % hepken eus an dud zo kleizidi, paotred aliesoc'h eget merc'hed, gant muioc'h pe nebeutoc'h a gleizidi hervez ar pobladoù[3]. E-pad pell, hag e meur a sevenadur, ez eo bet rediet ar gleizidi da ober gant o dorn dehou.
Lod tud zo ken ampart gant o dorn kleiz ha gant o dorn dehou, daouzehouiat int – ar pezh a dalvez o deus daou zorn dehou, un doare all c'hoazh da lakaat un dorn dreist egile.

Divneuziegezh revel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel eo daouarn ar merc'hed diouzh re ar baotred. War-dro 17 cm eo hirder re ar merc'hed, 19 cm re ar baotred. Heñvel evit a sell ouzh o ledander : 7,5 cm evit ar merc'hed, 8,5 cm evit ar baotred. Flouroc'h eo kroc'hen daouarn ar merc'hed, ha sklosennekoc'h re ar baotred. Kreñvoc'h e vez daouarn ar baotred er stardañ peurliesañ.

Tupaia javanica, ur Scandentia, e dorn un den

Un emdroadur eus daouarn fiñvus ar spesad Scandentia a veve 100 milion a vleadoù zo eo daouarn an dud, ha daouarn ha treid ar primated. E-kerzh an emdroadur-se e c'hoarvezas kemmoù bras en empenn, hag an daoulagad en em gavas e kreiz an dremm, kement-se a-benn kaout ur gweled stereoskopek (i.e. e bos) evit aesaat ar c'hemer. Dre ar biz-meud o treiñ da geharpus e voe resisoc'h ar c'hemer ivez.
War-dro 3,6 milion a vleadoù zo e savas ar spesad Hominidæ da gerzhet war e zaoudroad hepken, ar pezh a roas tro d'e zaouarn da vout fiñvusoc'h ha resisoc'h. Diwezhatoc'h ez emdroas an daouarn c'hoazh, a-benn azasaat ouzh implij ar binvioù kentañ.

Petra bennak ma 'z eo daouarn ar primated uhelañ, evel ar gorilhed hag ar chimpanzeed, damheñvel ouzh re an dud a-fed korfadurezh, n'int ket ker mibin : reizhiad nervel an dud eo pennabeg kement-se, p'he deus emdroet betek ma vije an dorn un benveg eus emskiant mab-den ; dorn mab-den eo ar benveg pennañ evit etrewezhiañ gant e endro, ha dre e resisted er jestroù ez eus anezhañ un eztaol eus personelezh an den.

Muzuliañ gant an dorn
1) Palv[4] • 2) Rahouenn • 3) Palv an dorn
Daouarn un den o pediñ, gant Albrecht Dürer (1508)

Er gristeniezh e vez pedet alies o juntañ an daouarn.

Stekiñ pe stardañ dorn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stardañ an dorn a vez graet da saludiñ an dud. Doareoù nevez zo da saludiñ mignoned e-touez ar yaouankizoù, diwar skouer morianed SUA, dre stekiñ dornioù serret. Stekiñ dornioù digor a vez graet ivez da donkañ marc'hadoù. Pokat d'an dorn a vez graet ivez gant tud zo, e degouezhioù zo.

Gant an dud a zo bouzar, ha gant re all ivez, e vez implijet da gomz pe da zisplegañ traoù ha ne vezont ket displeget dre ar gomz.

Gant an dorn e vez muzuliet ar rahouenn.

  • Pa vez freuz-dorn, er c'hoari-c'hartoù, ne c'hoarier ket an taol, hag e vez adroet ar c'hartoù.

Ur mirdi skiantel zo anvet Musée de la main er Centre hospitalier universitaire vaudois (CHUV) e Lausanne, en Suis. Eno ez eus bet dastumet binvioù implijet gant an daouarn.

  1. Yann Ezel, Askornouriezh, Hor Yezh, 1983
  2. Martial Ménard (2012), Dictionnaire français-breton, Palantines ISBN 978-2-35678-069-0
  3. Les gauchers (fr)
  4. Francis Favereau (1992), Dictionnaire du breton contemporain, Skol Vreizh, ISBN 978-2-903313-41-8
    Ur muzul eo ar palv amañ, a vez gant ar bizied juntet peurliesañ. Disheñvel eo neuze diouzh 3, a zo palv an dorn.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Dorn er
wikeriadur, ar geriadur frank.