Enez Trinidad
Neuz
- Ur pennad Enez Trinidad (Buenos Aires) zo ivez, diwar-benn un enezennig eus Arc'hantina.
Enez Trinidad zo un enezenn er Mor Karib, tost da aod Venezuela, hag enez vrasañ Trinidad ha Tobago. Enni emañ ar gêr-benn, Port of Spain.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dizoloet e voe gant Alonso Pérez Nizardo, ur c'habiten dindan Kristof Koulm, d'an 31 a viz Gouhere 1498, e-kerzh e drede beaj. En 1530 e voe aloubet gant Spagnoled dindan Antonio Sedeño, a voe ar c'hentañ gouarnour adalek 1532, hag a ziazezas Proviñs Trinidad, ha San José de Oruña e oa ar gêr-benn.
D'an 18 a viz C'hwevrer 1797 e voe kemeret Trinidad gant Breizh-Veur.