Falz
Neuz
falz
Iskevrennad eus | reaping tool |
---|---|
Rann eus | hammer and sickle |
Implij | harvest, weed control |
Anv e kana | かま |
Deiziad kregiñ | 13vet kantved kt JK |
Ur falz zo ur benveg da droc'hañ geot. Gwechall e veze troc'het ed ha foenn gant ar falz tost en holl vroioù, hag implijet e vez c'hoazh e kalzig anezho.
Ijinet e voe er Ragistor, e Henoadvezh ar maen, gant ur sileks hag un troad. Goude e voent oberiet en houarn hag e dir.
Binvioù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar falc'h zo ur seurt falz vras.
Ar falz-aotenn, pe sarp, pe strep, zo ur seurt falz tevoc'h evit trochañ koad.
Arouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Tacitus e veze implijet filzier aour gant an drouized en o lidoù.
Arouez ar gouerien eo bet ar falz war bannieloù ar gomunourien, e-kichen ar morzhol, arouez ar vicherourien.
Ar Falz zo anv ur gevredigezh deskadurezh a oa bet krouet gant Yann Sohier e 1932.