Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

George A. Romero

Eus Wikipedia
George A. Romero
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Kanada Kemmañ
Anv-bihanGeorge, Andrew Kemmañ
Anv-familhRomero Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 C'hwe 1940 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNew York, Bronx Kemmañ
Deiziad ar marv16 Gou 2017 Kemmañ
Lec'h ar marvToronto Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev ar skevent Kemmañ
Lec'h douaridigezhToronto Necropolis Kemmañ
BugelGeorge C. Romero Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Tachenn labourSinema, film direction, film screenwriting, Sinema spont Kemmañ
Bet war ar studi eskol-veur Carnegie Mellon, Monsignor Scanlan High School Kemmañ
Lec'h labourStadoù-Unanet Kemmañ
Deroù ar prantad labour1960 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2017 Kemmañ
FilmographyGeorge A. Romero filmography Kemmañ
Prizioù resevetstar on Hollywood Walk of Fame, Sitges Film Festival Best Director award, Sitges Film Festival Best Screenplay award, Sitges Grand Honorary Award Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by George A. Romero Kemmañ
George A. Romero e Venezia e miz Gwengolo 2009

George Andrew Romero (peurliesañ George A. Romero), ganet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1940 e New York hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Gouere 2017 e Toronto (Kanada), a zo ur filmaozer, senarioer, aktor, skrivagner stadunanat. Brudet eo e filmoù euzh feuls a-walc'h ma tiskouez zombied, ha ma'z embann e soñjoù diwar-benn techoù fall kevredigezh ar Stadoù-Unanet, evel ar ouennelouriezh (The Night of the Living Dead) pe ar gevredigezh-veveziñ (Zombi / Dawn of the Dead). Al lodenn vrasañ eus e filmoù a zo bet filmet e Pittsburgh pe tro-war-dro.

Ganet e voe e New York, hag eno ivez e kasas e vugaleaj. Goude-se ec'h enskrivas e skol-veur Carnegie Mellon e Pittsburgh. Goude bezañ tapet e ziplom e stagas gant ar filmañ. Filmoù berr ha bruderezhioù a savas. Asambles gant mignoned dezhañ e krouas an ti-produiñ Image Ten Productions e dibenn ar bloavezhioù 1960. Dastum a rejont 114 000 $ hag e savjont The Night of the Living Dead (1968). Gant ar film-se e tastumjont etre 4 ha 5 million a zolarioù.

Ne reas ket kement a verzh gant ar filmoù a aozas da-heul : There's Always Vanilla (1971), The Crazies (1973), Season of the Witch (1973) ha Martin (1976). Er filmoù-se e kaver ivez ur meskaj etre euzh ha preder diwar-benn stad ar gevredigezh.

Night Of The Living Dead, film brudetañ George A. Romero

E 1978 e stagas Romero gant filmoù zombied en-dro, hag e savas Zombie /Dawn of the Dead. Adframmet e voe ar film gant Dario Argento ha skignet e voe en Europa gant an titl Zombie. Ar film-se a goustas 1,5 milion a zollarioù, ha gantañ e voe dastumet 40 milion. E 2003 e voe lakaet ar film e roll ar filmoù dibar bet savet gant skipailh Entertainment Weekly. Goude-se e kendalc'has Romero gant Day of the Dead (1985), Land of the Dead (2005) ha Diary of the Dead e 2008.

  • 1968 : The Night of the Living Dead
  • 1971 : There's Always Vanilla
  • 1972 : Season of the Witch
  • 1973 : The Crazies
  • 1977 : Martin
  • 1978 : Zombi / Dawn of the Dead
  • 1981 : Knightriders
  • 1982 : Creepshow
  • 1986 : Day of the Dead
  • 1988 : Monkey Shines
  • 1990 : Due occhi diabolici
  • 1992 : The Dark Half
  • 2000 : Bruiser
  • 2005 : Land of the Dead
  • 2008 : Diary of the Dead
  • 2009 : Survival of the Dead
  • 1968 : Night of the Living Dead
  • 1972 : Season of the Witch
  • 1973 : The Crazies
  • 1977 : Martin
  • 1978 : Zombi / Dawn of the Dead
  • 1981 : Knightriders
  • 1986 : Day of the Dead
  • 1987 : Creepshow 2, gant Michael Gornick
  • 1988 : Monkey Shines
  • 1989 : Tales from the Darkside, gant John Harrison
  • 1990 : The Night of the Living Dead, gant Tom Savini
  • 1990 : Due occhi diabolici, gant George A. Romero ha Dario Argento
  • 1992 : The Dark Half
  • 2000 : Bruiser
  • 2003 : Dawn of the Dead, gant Zack Snyder
  • 2005 : Land of the Dead
  • 2008 : Diary of the Dead
  • 1968 : The Night of the Living Dead
  • 1973 : The Crazies
  • 1977 : Martin
  • 1978 : Zombi / Dawn of the Dead
  • 1981 : Knightriders
  • 1968 : Night of the Living Dead
  • 1992 : The Dark Half

E penn al luc'hskeudenniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1968 : Night of the Living Dead

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Atersadennoù