Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Toronto

Eus Wikipedia

Toronto eo kêr vrasañ Kanada gant ouzhpenn 2,5 milion a annezidi (6 136 654 e Toronto vras e 2006) war 630 km².

Kêr-benn Ontario eo Toronto, ha meurgêr armerzhel ar c'hevread kanadian. War lez norzh al Lenn Ontario emañ, e proviñs Ontario. Toronto zo ur gêr vodern gant ul liv liessevenadurel. 40% eus ar boblañs zo genidik eus Breizh-Veur hepken. Ar saozneg eo bet dalc'hmat al lingua franca. An italianeg, ar portugaleg hag ar sinaeg a vez komzet kalzig ivez.


Karter arc'hant Toronto e noz

Bet un greizenn lazhti moc'h, al lusk greantel zo bet roet gant tangarrerezh ar proviñs. Hiziv eo kalon bank hag arc'hant Kanada. Ar greanterezh sevenadurel hag ar stlennegezh emañ o tiorren buan ivez.

Kalon buhez-spered ha sevenadurel ar C'hanada saoznek eo Toronto. Menegomp e Festival etrevroadel sinema ([1]).

Lec'hiennoù touristel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar CN Tower
  • Ar CN Tower, tour broadel Kanada, 553 metr e uhelder.
  • Osgoode Hall
  • SkyDome pe Rogers Centre, ur greizenn sport
  • Ti-kêr Toronto
  • Iliz-Veur Sant Mikael Toronto
  • Iliz-Veur St. James
  • Princess of Wales Theatre ha Royal Alexandra Theatre
  • Mirdi ar Roue Ontario
  • Skol-Veur Toronto
  • Bata Shoe Museum
  • Little Glenn
  • Kastell Casa Loma
  • An Hockey Hall of Fame
  • Redva-kezeg Woodbine

Ar sportoù brudetañ eo an hockey war skorn, ar vell-droad ivez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]