Chicago
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Chicago (distaget: [ʃɪˈkɑːɡoʊ]) a zo ur gêr eus Stadoù-Unanet Amerika, en Illinois. An trede brasañ kêr eus ar vro eo gant 2 707 120 a annezidi e 2011, hag 8 711 000 a dud gant ar bannlevioù. Emañ lec'hiet e norzh ar Stadoù-Unanet, er reter d'ar stêr Mississippi.
Geografiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chicago eo an trede kêr vrasañ er Stadoù-Unanet, goude New York ha Los Angeles, hag ur penn-ahel ekonomikel pouezus. Ur mor a dourioù uhel a ziskouez ar Cental Business District (CBD), pe karter an aferioù. Tri eus tourioù uhel Chicago a zo e-touesk 20 tour uhelañ er bed : ar John Hancock Center (344 metrad uhelder), an Aon Center (346 metrad uhelder) hag ar Willis Tower (442 vetrad uhelder). Chicago en em led war 47 km war mervent ribl ar stêr eus al lenn Michigan.
"Windy city" (kêr an avelioù) eo lesanv kêr Chicago abalamour ma vez avelioù kreñv enni a-hed ar bloavezh.
Ekonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chicago eo ar greizenn trenoù gentañ. Kalz a genwerzh a vez graet, ur penn-ahel greantel pouezus eo (govelerezh, metalouriezh, kimiezh, moullañ, agrovouedel, elektronek, hag all) hag unan eus ar marc’hadoù bedel brasañ e-keñver hadoù ha chatal.
Rannet eo Chicago e tri c’harter bras : an norzh (kentoc’h tiez ha tourioù evit lojañ), ar c’hornôg (lodenn greantelaet) hag ar su (karterioù evit lojañ). Bez' emañ ivez ar c’hreiz-kêr, "the loop" (ar c’helc’h). War-bouez un nebeud kilometradoù aod riblet gant greanterezhioù, tost an holl aodoù a zo implijet evit an amzer vak (mirdioù, aodoù ha gourliorzhoù). Savadur an tour-uhel amerikan kentañ e 1885 en deus merket ganedigezh skol Chicago, an dudennoù skouerius o vezañ Louis Sullivan, William Baron Jenney, Daniel H. Burnham, Frank Lloyd Wright ha Mies van der Rohe. Ar Sears Towers, 110 estaj, a zo bet e-pad pell an tour brasañ er bed, a-raok bezañ distremenet gant tourioù Petronas (452 metrad uhelder) e Kuala Lumpur.
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mirdioù bras a zo e Chicago, an Art Institute of Chicago (1879) da skouer, unan eus ar mirdioù amerikan pouezusañ en arzoù-kaer, pe c’hoazh, ar Field Museum of Natural History (skiantoù naturel ha skiantoù ar vuhez diwar-benn an den). Laz-seniñ simfoniek Chicago, krouet e 1891, a zo anavezet e-giz unan eus ar re wellañ er bed. Kêr-benn ar blues eo Chicago: eus stadoù ar su e oa deuet kalz a sonerien evit klask muioc’h a arvesterien.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1673, an ergerzhourien c’hall Jacques Marquette ha Louis Jolliet a zizoloas an dachenn e-lec’h m’emañ Chicago staliet bremañ, ur c’hantved a-raok ma krogfe an dud da erruout evit staliañ kêr. E 1848, kleuzadenn kanol an Illinois ha donedigezh an hentoù-houarn a aotreas brasadur ar gêriadenn, setu perak e teuas kalz a dud da chom enni.
E-kerzh ar berzh (1919-1933), Chicago a zeuas da vezañ brudet gant al laerien hag al lazherien, Al Capone o vezañ an hini anevezetañ.
Kalz labourioù a zo bet graet evit adnevesaat karterioù a zo.
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Chicago gant eizh kêr warn-ugent[1]. Kalz anezho a zo, evel Chicago, eil kêr o bro. Ul lodenn all zo kêrioù pennañ o bro, met ez eus deuet diouto kalz divroidi da Chicago.
Kêr | Bro | abaoe | Kêr | Bro | abaoe | Kêr | Bro | abaoe |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Accra | Ghana | 1989 | Amman | Jordania | 2004 | Aten | Gres | 1997 |
Beograd | Serbia | 2005 | Birmingham | Bro-Saoz | 1993 | Bogotá | Bolivia | 2009 |
Busan | Republik Korea | 2007 | Casablanca | Maroko | 1982 | Delhi | India | 2001 |
Durban | Suafrika | 1997 | Gaillimh | Iwerzhon | 1997 | Göteborg | Sveden | 1987 |
Hamburg | Alamagn | 1994 | Kyiv | Ukraina | 1991 | Lahore | Pakistan | 2007 |
Luzern | Suis | 1998 | Kêr-Vec'hiko | Mec'hiko | 1973 | Milano | Italia | 1973 |
Moskov | Rusia | 1997 | Osaka | Japan | 1973 | Pariz | Frañs | 1996 |
Petah Tikva | Israel | 1994 | Praha | Tchekia | 1990 | Shanghai | Sina | 1985 |
Shenyang | Sina | 1985 | Toronto | Kanada | 1991 | Vilnius | Lituania | 1993 |
Varsovia | Polonia | 1960 |
Braswel eus Chicago |
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Roll meneget war Chicago Sister Cities International Gwiriet e Kerzu 2012.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel