Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Republik Iwerzhon

Eus Wikipedia
  • Da Stad Iwerzhon e tenn ar pennad-mañ. Evit an enez en he fezh, sellet ouzh Iwerzhon.

Unaniezh Europa
Poblacht na hÉireann
Republic of Ireland
Republik Iwerzhon
Banniel Republik Iwerzhon Skoed Republik Iwerzhon
Banniel Ardamezioù
Kan broadel Amhrán na bhFiann
Gouel broadel 17 a viz Meurzh
Yezhoù ofisiel iwerzhoneg, saozneg
Kêr-benn Dulenn (Baile Átha Cliath)
Prezidant Michael D. Higgins
Taoiseach
(Kentañ ministr)
Simon Harris (09/04/2024)

Gorread
• En holl
• % dour

70 273 km²
2%
Poblañs
• Hollad
• Stankter

5 244 844 (2021)
75 ann./km²
Kod pellgomz 353
Kod Internet .ie
Moneiz Euro (€)
PDG (US$) 333 730 764 773,18 [1]

Internet (ga) (en) www.gov.ie

Iwerzhon (iwerzhoneg: Éire; saozneg: Ireland), pe Republik Iwerzhon (iwerzhoneg: Poblacht na hÉireann; saozneg: Republic of Ireland), eo anv ar Stad dindan ar braz eus Enez Iwerzhon. Ar peurrest, anvet «Norzhiwerzhon», a zo manet betek-henn e dalc'h ar Rouantelezh-Unanet. Krouet e oa bet Stad Dieub Iwerzhon e 1922 goude ur brezel etre emsaverien evit frankiz an enez diouzh rouantelezh Breizh-Veur. Mont a reas da vezañ ur republik e 1948. Dulenn eo ar gêr-benn. Ezel eus Unaniezh Europa eo abaoe 1974.

Hervez Bonreizh 1937 ez eo Éire (iwerzhoneg) pe Ireland (saozneg) anv ofisiel ar stad.

Abaoe ma oa bet staliet ur republik, hervez lezenn, d'an 18 a viz Ebrel 1949, ez eus ivez un anv boas : « Republik Iwerzhon » (Republic of Ireland e saozneg, Poblacht na hÉireann en iwerzhoneg), koulskoude n'eo ket anavezet an anv-se ez-vonreizhel.

An anv saoznek Irish Republic ne vez ket implijet – anv ar republik embannet d'an 21 a viz Genver 1919. Etre 1922 (mont kuit eus ar Rouantelezh Unanet) ha 1937, e veze graet "Stad dieub Iwerzhon" eus ar stad (Saorstát Éireann en iwerzhoneg, Irish Free State e saozneg).

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dáil Éireann eo anv Dael Iwerzhon, kambr izel ar vro. Seanad Éireann eo Sened Iwerzhon.

Michael D. Higgins eo prezidant ar Republik abaoe 2011.

Taoiseach (/ˈt̪ˠiːʃəx/) eo anv ar C'hentañ Ministr. Holl gentañ ministr ar Republik a zeu eus daou strollad politikel : Fianna Fáil ha Fine Gael. Abaoe 2022 eo Leo Varadkar ar C'hentañ Ministr eus Fine Gael, etre 2020 ha 2022 e oa Micheál Martin eus Fianna Fáil.

Sant Padrig, sant ar vro, a vez lidet d'ar 17 a viz Meurzh en Iwerzhon hag e kalz broioù all.

E-touez ar skrivagnerien iwerzhonat brudetañ e kaver Jonathan Swift, Oscar Wilde, James Joyce, George Bernard Shaw, Samuel Beckett, William Butler Yeats, Eoin Colfer ha John Millington Synge.

Brudet eo sonerezh ha dañs hengounel Iwerzhon. Un nebeut strolladoù sonerezh brudet : Rory Gallagher, U2, The Cranberries, The Pogues, Van Morrison, The Corrs, Sinéad O'Connor, Enya, The Chieftains, The Dubliners, Boyzone, Chris de Burgh.

Un nebeut filmoù :

Aktourien hag aktourezed brudet : Daniel Day-Lewis, Pierce Brosnan, Colin Farrell, Olwen Fouéré.

Ar vell-droad ouezelek hag an hurling a zo sportoù hengounel en Iwerzhon, hag ar re a zenn ar muiañ sportourien hag arvesterien[2]. Ar vell-droad hag ar rugbi a vez c'hoariet ivez.Croke Park zo unan eus brasañ stadoù Europa.

  1. (en) The World Bank
  2. GAA attendances hold firm war lec'hienn ofisiel GA, d'an 21 viz Gouere 2011