Georges de La Tour
Badeziant | 14 a viz Meurzh 1490 Vic-sur-Seille Dugelezh Loren |
Marv | 30 a viz Genver 1652 Lunéville Dugelezh Loren |
Perzhioù | |
Micher | Livour |
Levezon | Caravaggio (~1571-1610) |
Luskadoù | Klaselezh Barokelezh |
Oberennoù pennañ | |
|
Georges de La Tour (bet badezet d'ar 14 a viz Meurzh 1593 e Vic-sur-Seille, marvet d'an 30 a viz Genver 1652 e Lunéville) a oa ul livour eus Dugelezh Loren er XVIIvet kantved.
Ankouaet e voe buan-tre. Da arzourien norzheuropat all e veze dezverket e oberennoù, ha da livourien spagnat evel José de Ribera (1591-1652), Francisco de Zurbarán (1598-1664) pe Diego Velázquez (1599-1660), betek ma voe "dizoloet" e 1915 gant an Alaman Hermann Voss, a oa un istorour war an arzoù – war kein an daolenn Saint Jérôme lisant une lettre, da skouer, ez eus un enskrivadur hen, Zurbarán
, a voe an abeg m'en em gavas an oberenn e Mirdi ar Prado e Madrid.
En ur ober ur c'hantved e tremenas Georges de La Tour eus ul livour dianav-krenn da unan eus ar re vrudetañ en istor al livouriezh e Bro-C'hall, par d'al livourien Paul Cézanne, Claude Monet pe Auguste Renoir. Un daou-ugent oberenn bennak gant Georges de La Tour zo bet anavezet ha dasparzhet etre mirdioù meur e Madrid, Pariz, New York, Los Angeles, e mirdioù gall (Nancy, Épinal) hag e Breizh (Naoned, Roazhon).
Den ne oar na pelec'h na gant piv e voe stummet, hag tremen a reas amzer en Italia, evel ma ranke ober forzh pe arzour en amzer-se. Koulskoude e verzer aes e voe levezonet gant Caravaggio, koulz e deouezad[1] gwirheñvel e dudennoù hag en doare ma implije ar gouloù.
Evel al livour gall Trophime Bigot (1579-1650) e c'hoarie Georges de La Tour gant an deñvalijenn hag ar sklêrijenn, oc'h implijout gouloù ur gantol en e daolennoù. E-lec'h lakaat sklêrijenn an deiz da zont eus an diavaez, evel ma veze graet a-raok, e felle dezhañ implijout ur "sklêrijenn diabarzh", hag a-wechoù ez eas betek kuzhat pe zamguzhat ar gantol.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Vic-sur-Seille, e Dugelezh Loren a oa dizalc'h neuze, hag a vo staget ouzh Bro-C'hall e 1641.
Hervez skrid e vadeziant e oa al livour mab da Jean de la Tour, pober, ha da Sibylle de Crospaux, merc'h d'ur pober all. An eil bugel e voe Georges, eus seizh krouadur an tiegezh.
Ne ouzer netra diwar-benn e gammedoù kentañ el livouriezh. Marteze en devoa kejet e 1616 ouzh arzourien eus skol Caravaggio Utrecht, hini Hendrick ter Brugghen (1588-1629), Gerard van Honthorst (1590-1656) ha Dirck van Baburen (~1595-1624). Hep mar ivez en devoa gwelet labourioù
Jean Le Clerc (1586-1633), a oa levezonet gant Caravaggio, ha Jacques Bellange (~1575-1616), eus Nancy o-daou.
Dimezet e voe d'an 2 a viz Gouere 1617 gant Diane Le Nerf, un uheliadez eus Lunéville m'en em stalias ar c'houblad. Dindan ren an dug Henri II de Lorraine (1563-1624), a estlamme dirak oberennoù Caravaggio, e krogas al livour gant e resped dibar. E 1619 e voe staliet al livour e kastell an dug e Lunéville. Bloaz war-lerc'h e c'hrataas an dug dezhañ frankizoù ur brientin, ha buan e teuas da vezañ unan eus pinvidien kêr. Livañ a reas evit bourc'hizien hag uhelidi Loren, hogen biskoazh ne voe livour ofisiel an dug rak gant Claude Deruet (1588-1660) e chomas ar garg.
War-lerc'h marv an dug e 1624 e renas e vab Charles IV, hag e 1633 e c'houzañvas an dugelezh distrujoù ar Brezel Tregont Vloaz (1618-1648). E deroù ar bloavezh 1638 e voe tangwallet Lunéville, ha La Tour da dec'hel betek Nancy[2]. Alese ez eas da Baris e 1639, ma voe lojet el Louvre ha gopret gant ar roue gall Loeiz XIII, a berc'henne an daolenn Saint Sébastien soigné par Irène, diwar zorn Georges de La Tour end-eeun.
Peogwir e oa chomet e vadoù hag e frankizoù e Lunéville e tistroas di goude ma voe bet adsavet e annez, e 1641. Berzh a reas a-nevez gant e livadurioù.
D'ar 15 a viz Genver 1652 e varvas gwreg Georges de La Tour diwar grezennfo, ha diwar an hevelep kleñved ez eas an arzour d'an Anaon pemzektez diwezhatoc'h.
Dasorc'hidigezh un arzour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Petra bennak ma voe brudet-kenañ Georges de La Tour en e vev, buan e voe ankouaet koulz al livour hag e oberennoù a-c'houde e varv.
Stlabezet e voe holl oberennoù an arzour, dezverket ma voent da livourien all eus Italia, Spagn pe an Izelvroioù. Lod eus e daolennoù zo bet dezverket d'al livour gall Quentin de La Tour (1704-1788), daoust dezhañ bezañ bevet ur c'hantved diwezhatoc'h ha livañ en un doare disheñvel-mik diouzh hini ar mestr lorenat.
Ne chom roud ebet eus e vadoù, e di zoken zo aet da get.
E 1915 e voe anavet a-nevez, a-drugarez da Hermann Voss ha da zoare dibar Georges de La Tour da lakaat sklêrijenn o tont eus diabarzh e daolennoù. A-c'houde labourioù H. Voss ez eus bet graet un toullad studiadennoù, a roas tro da desteniekaat ur c'hant taolenn bennak ; war-dro 40 anezho zo deuet betek ennomp, ha diwar ken nebeut ag oberennoù ez eo bet lakaet Georges de La Tour e-touez gwellañ livourien c'hall e amzer – hag eñ lorenat, koulskoude.
Ur stil dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anat eo levezon Caravaggio war taolennoù koshañ Georges de La Tour ; kent 1640 int bet livet - hep mar, petra bennak ma ne vez ket deiziadet an taolennoù, alese dispisder kronologiezh e resped – pa gaver enno dodennoù a zo bet poblekaet gant arzourien flandrezat ar mare : tud eus ar werin (La Diseuse de bonne aventure) ha torfedoù pemdeziek (Le Tricheur à l'as de trèfle ; La Rixe des musiciens).
Brudet eo al livour evit an amsked a lakae en e daolennoù, ha pa vijent relijiel. Daoust da deñvalijenn sklêrijennet an oberennoù, ne gaver gwech ebet
dramaegezh enno, na c'hoarivaelezh, na meurdez ebet.
Dibar eo e zoare evit gwir, pa chom bepred a-vaez da zoare teñvalour heulierien italian Caravaggio pe al livour spagnat José de Ribera.
Stummoù eeunaet, tresoù spis, nebeut a livioù – gell, gwenn ha ruz peurliesañ, hep o lakaat e-kichen livioù taeroc'h – a ya d'ober stil personel Georges de La Tour.
Palierad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ un toullad skouerioù eus arz ar mestr-livour lorenat, eoullivadurioù anezho.
-
Azeulidigezh ar vesaerien
-
Job godiset gant e wreg
-
Sant Andrev
-
Saint Jacques le Mineur
-
Sant Jakez
-
Sant Yerom o lenn.
-
Hunvre Sant Jozeb.
-
Sant Yerom penedour
-
Dinac'hadenn Sant Pêr
-
Morc'hed Sant Pêr
-
Sant Fulup
-
Sant Sebastian prederiet gant Irene (war-dro 1630), Mirdi al Louvre
-
Saint Sébastien soigné par Irène (war-dro 1649). Gemäldegalerie, Berlin.
-
Sant Tomaz.
-
Mari Madalen dirak ar flammenn o vogediñ.
-
Mari Madalen dirak ar melezour.
-
Mari Madalen an div flammenn.
-
La Madeleine à la veilleuse.
-
An Arc'hant (Lwowska Galeria Sztuki, Pologn)
-
Al lennerez planedennoù.
-
Maouez ar c'hwenenn.
-
Plac'hig ar brasero.
-
Kaner yaouank .
-
Ar c'hoarier diñsoù.
-
An debrerien-piz.
-
Bugel nevez c'hanet.
-
Bugel nevez c'hanet.
-
Kann etre sonerien.
-
Bugel o c'hwezhañ war ul lamp.
-
Le Souffleur à la pipe.
-
Penn maouez (darn).
-
Trucher ar born treflez.
-
Den kozh.
-
Maouez kozh.
-
Ar Bieller gant e sac'h.
-
Ar Bieller hag e gi.
-
Ar Bieller dall
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Jacques Thuillier, Georges de La Tour, Flammarion, 2013 (ISBN 978-2-0812-8608-5)
- (fr) Pol Bury, Georges de La Tour – Le tricheur, Ides et Calendes, 2000 (ISBN 978-2-8258-0059-1)
- (fr) Olivier Bonfait, Anne Reinbold & Béatrice Sarrazin, L'ABCdaire de Georges de La Tour, Flammarion, 1999 (ISBN 978-2-0801-2573-6)
- (fr) Jean-Pierre Cuzin & Pierre Rosenberg, Georges de La Tour, Réunion des Musées Nationaux, 1997 (ISBN 978-2-7118-3592-8)
- (fr) Jean-Pierre Cuzin & Dimitri Salmon, Georges de La Tour – Histoire d'une redécouverte, Gallimard, 1997 (ISBN 978-2-0705-3425-8)
- (fr) Robert Fohr, Georges de La Tour – Le maître des nuits, Adam Biro, 1997 (ISBN 978-2-8766-0202-1)
- (fr) Anne Reinbold, Georges de La Tour, Fayard, 1991 (ISBN 978-2-2130-2736-4)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fort Worth : Kimbell Art Museum
- Los Angeles : Los Angeles County Museum of Art
- New York :Metropolitan Museum of Art
- Washington D.C. : National Gallery of Art
- Lviv : музей образотворчого мистецтва (Mirdi an Arzoù-Kaer) (pl)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (br) (fr) (en) Preder, Dictionnaire des médias ; (br) (fr) Geriadur Ménard, p. 1132-a.
- ↑ (fr) Jacques Thuillier, Georges de La Tour, Flammarion, 2013, p. 107 (ISBN 978-2-0812-8608-5)